Dilennadegoù Europa : gelver a ra Kevre Breizh da votiñ evit an demokratelezh ha liested ar sevena

Communiqué de presse publié le 22/05/19 11:40 dans Politique par Tangi Louarn pour Tangi Louarn

A bouez tre evit dazont Breizh hag hec'h anaoudegezh eo saverezh Europa, diazezet war bennaennoù a zemokratelezh hag a wirioù denel, war liested ar yezhoù hag ar sevenadurioù, ar re vinorelaet hag all, ha war al liesyezhegezh.

Un dachenn ekonomikel eo ivez, krouet ganti miliadoù a bostoù-labour en treuzdougen war vor, er peskerezh, en douristelezh pe c'hoazh en energiezhioù nevezadus.

Setu perak eo hollbouezus e vo kemeret perzh gant an darn vuiañ eus ar Bretonezed hag ar Vretoned e dilennadegoù ar gannaded e Parlamant Europa. Ar votadegoù-se, dre vouezhiañ a genfeur, a ro tro da zilenn dileuridi en em santer an nesañ outo.

Kuit a emserradur broadel, a zo bet gouzañvet gant pobloù Europa e-kerzh o istor, Kevre Breizh, kenurzhierezh kevredadoù sevenadurel pennañ Breizh, ezel eus Rouedad Europa ingalded ar yezhoù, a bed an dilennerien da ober o dibab hervez an diazezoù-mañ :

• engouestl al listennad evit ar yezhoù hag ar sevenadurioù minorelaet, hag evit an doujañs d'al liested sevenadurel,

• engouestl al listennad evit digreizennañ ar galloud da zivizout betek an tostañ d'ar geodedourien ha d'ar pobloù er jeu en ur zoujañ da bennaenn ar c'housezadelezh : «soñjal dre vras, ober war ar plas»,

• engouestl al listennad evit un ekonomiezh diazezet war an diorren denel padus ha kengred, a-gevret gant gwareziñ ar yezhoù hag ar sevenadurioù, kement hag ar vevliesseurted, a-benn delc'her un dazont evit Mab-Den.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 1 ?