Ar C'hoursez a glask kompren diazezoù ideologel raktres ar gouarnamant oc'h adaozañ ar vonreizh ;

Communiqué de presse publié le 30/12/15 15:06 dans Politique par Ludovic Louboutin pour Ludovic Louboutin
https://abp.bzh/thumbs/39/39218/39218_1.jpg
Logo Goursez Breizh.

Kemennadenn ar C'hoursez Breizh evit ar c'hazetennoù, d'an 29 a viz Kerzu 2015

D'an 23 a viz Kerzu ez eus bet prientet, dirak kuzul ar vinistred, gant ar gouarnamant ur raktres oc'h adaozañ ar vonreizh « a benn gwareziñ ar vroad ». daoù boent a ya d'ober an destenn-se degouezhet bremañ e kambr an deputeed :

- Enskrivet e vo ar stad a zifrae e barzh ar vonreizh ;

- Lamet e c'hello bezañ ar vroadelezh gall digant ar re div vroadelezh dezho.

Diwar benn ar poent kentañ : enklozet er vonreizh e vo ur pennad nevez 36-1 da virout ouzh unan da arguziñ a enep an doareoù mougus nevez n'int ket bet lakaet resis e lezenn an 3 a viz Ebrel 1955. An dachenn ma vo implijet warni danvez ar pennad-se a zo gwall ledan ivez, bez' e c'hello bezañ graet gantañ da skouer ma c'hoarvezfe ur gwall-zarvoud naturel ! Riskl a zo e vefe staliet ur renadur-stad dreist ar reol hag a lakafe ar frankizoù publik en arvar. Ur gouarnamant gantañ ar muiañ-niver er breujoù a c'hello neuze lakaat ar stad a zifrae da badout hep termen resis ebet dezhi !

Diwar benn an eil boent : plantañ ar vroadelezh e diabarzh ar vonreizh a dalv kement ha tennañ anezhi er-maez eus ar gwir privezat evit ober ur c'hraf politikel eus reiñ pe lemel anezhi, d.l.e emaer o sujañ da dezennoù an tu dehou pellañ, siwazh ! War dachenn ar gwir e c'hoarvezas an dra se ur wech dija e doug an istor da vare renadur-stad Vichy, un arouez mantrus pa'z embanner ur youl da zifenn talvoudoù ar Republik ! Rak dibab ar Fransizien en ur gastizañ anezho hervezh o geneliezh kent - etnikel neketa ? - a zo un taol grizias-tre a enep kevatalder ar sitoyaned, un dra gouest da derriñ diazezoù ar Republik.

Klask a ra Gousez Breizh kompren : anzav Korsiz ha Bretoned evel pobloù a zo dibossupl, prennet eo an nor abalamour da reolenn unanded ar bobl a Frañs, penaos neuze e c'hell ar gouarnamant klask mont war henchoù a gas pell eus ar mennozh-se ? Un taol dichek e c'hallfe bezañ ar goulenn-mañ met ret mat eo deomp henn ober :

Ur renadur etnikel e mod Bro-C'hall a vefe neuze e penn ar Stad ?

E Kemper d'an 29 a viz Kerzu 2015

Morgan, Drouiz Meur Breizh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 1 ?