Aet eo ar maout e Pondi gant Elodie Jaffré

Communiqué de presse publié le 13/04/15 11:32 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Er juri e oa Yann-Fanch Kemener, Anne Auffret, Andre ar Meut, Jean-Luk ar Moel, Iffig Flatres.

Tud war al leurenn o kanañ etre strolladoù bugale, alies dirak ur sal hanter goullo, dipitus evito, met gant ur juri a galite.

Kroget da 11 eur gant Irène hag André Drumel, se oa goude tro Noella Gauthier, Alphonse Feuvrier, Emile Samedy, Gi Penseg, Yvette Samedi, Loïc Jade....

Seiteg kaner, unan en o zouez a zo chomet a-sav e penn kentañ ar ganaouenn, ha setu Yann-Fanch Kemener o reiñ dezhañ ar pozioù a vanke, ha setu-eñ o kenderc'hel ganti betek ar fin !

Chañs vat neuze da Elodie evit lakaat gwerzioù Breizh da vezañ kanet muioc'h e pep lec'h. Evit ma vefe brav he son ha brudetoc'h istor ar paour gaezh Marie Sulian.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?