Pondi : prest eo rummadoù Kan ar Bobl lec'hel da zegemer an arzourien !

Annonce publié le 8/01/23 9:29 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/56/56638/56638_1.jpg
E penn Kan ar bobl Pondi, ar burev : gant Mireille, an aotrou Durassier, prezidant, Cecile hag an aotrou Fillon !

Strolladoù bugale, tud a gan, strolladoù sonerezh, konterien, kerent ha bugale familh, ... peadra a zo da zegemer e pep lec'h e Breizh arzourien a lak sevenadur Breizh e dilhad Sul !

Pondi, ti an holl, disadorn. Ur pemzeg bennak a dud, o tont eus Brasparzh, Plemet, Lokoal, Kemperle, Rostrenn... oa deuet evit tapout skritelloù, traktoù, ha nevezinti Kan ar Bobl 2023. Reolennoù evit ar juri, mont en dro pep rummad (kan, kont, sonerezh), met ivez, evit an 50vet deiz-ha-bloaz, mennozhioù fentus. Ret e vo da bep hini klask envorennoù tremenet (enrolladennoù, videoioù, fotoioù...) hag ober ul liamm etre penn kentañ an abadenn ha bremañ. Lakaat Dir ha Tan ha la Mirlitantouille da zont en dro ? Pediñ merc'hed an Eurovision, kroget ganti ar "vicher" o konkouriñ meur a wech war leurennoù Kan ar Bobl Pondi ? Neuze, kit e darempred gant kan ar bobl ho pro ha war lerc'h kit da Bondi evit lidañ nerzh ar sevenadur hengounel, poblek, kenkoulz gant tud bro gallo ha tud Breizh Izel !

evit gouzout hiroc'h :

www.kan-ar-bobl.bzh

06 81 99 43 35


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.