Daeroù Mickael : arrouez Kan ar bobl 2023 ?

Reportage publié le 20/04/23 15:52 dans Culture par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/57/57504/57504_1.jpg
Mickael Michaud-Vernes ha Nolwenn : fromus ha brav
Mickael Michaud Vernes : "bez oa miliadoù a dud, ha tud o leñvañ..." (121 vues)
Nolwenn : penaos en doa lakaet Polig ar c'han ar bobl e plas (52 vues)

50 vloaz Kan ar Bobl. Kroget en Oriant diwar intrudu Polig Montjarret hag e skipailh, kaset war lerc'h da Bondi, setu kontet gant Mickael Michaud-Vernes, penaos e oa bet an istor...

Tud e pep lec'h : ur mor a dud e fest noz disadorn, ur mor a dud evit konkour kan ar skolioù, er maez o c'hoari paledoù, sioul o selaou ar c'han a boz pe ar gonterien. Brav e oa ar pred kanet gant kazi 300 a dud o tebriñ hag o kanañ disehan. Un deiz ha bloaz lidet brav gant merc'h Lou Jakez Suignard trec'h evit ar c'han a boz gant "Gwerz Skolvan" kanet evel an Itron Bertrand, mar plij ganeoc'h. Hep kontañ kaoz a ziwar strollad Dir ha Tan, pe an Drouzerien... Met plas d'ar preder a oa ivez gant div eurvezh abadenn Radio Bro Gwened war eeun ha div vouezh dispar o kontañ istor Kan ar Bobl : Nolwenn Montjarret, merc'h he zad, ha Mickael Michaud-Vernes : "e 1973, er sal en Oriant, e oa bochad tud a leñve, dour en o daoulagad, bugale, tud kozh a gomze hag a gane e brezhoneg, pep hini a oa o kemer se e kreiz e c'halon... Neuze trec'h e oamp bet !"


Vos commentaires :
Samedi 27 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.