Kan ar Bobl Tregon : pelec'h emañ ar re deuet ?

Dépêche publié le 3/04/11 15:10 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
5xu108mmnu1g7zj5kqntzweiym3r3drjdnkpokpagjdd2yfevs.mp4

Ur strollad sonerien, peder skol : Banaleg, Ploeur, Skaer, Tregon, skolaj Kemper, hag un den deuet, ha setu tout. Dre chañs e oa bet prientet meur a dra gant pep live skol (kan gant ur benveg sonerezh, kan da selaou, kan da zañsal, c'hoariva), a-hend-all e vije padet tri c'hard eur an abadenn.

Petra zo kaoz ? Re fougaser tud Kerne hag a zo barrek war ar sonerezh gant binioù bras e bagadoù rummad kentañ, gant strolladoù brudet evel Deus'ta, Tud, Skolvan, Nolwenn Korbell, Oktopus Kafe,Lagadig mamm ha merc'h, Louise Ebrel, ar vreudeur Kere, Kanerien Sant Turian, Anne-Marie Colomer, Brigitte Kloareg, Gi Penseg ...

Poent eo kaout kanerien n'o devez ket aon da ganañ dirak ar re all, a lakfe war-wel glad Traoñ Kerne, hag a vefe prest da aozañ tonioù nevez, ha marteze kinnig d'ar re deuet un abadenn evito o-unan en un davarn, ul lec'h bihan bennak, konterien ennañ ivez.

Pelec'h e oa konterien fentus Kerne, hag int ampart da lakaat ac'hanomp da c'hoarzhin e brezhoneg ? Chomet er gêr, siwazh... Mona Bouzeg ha Jos Goapper a oa-int o sikour re Dregon o doa graet ul labour distagañ bro Rieg/Banaleg a feson !

DISOC'HOÙ

rummad skolioù :

kelc'hiad 1 : den ebet

kelc'hiad 2 : den ebet

kelc'hiad 3 : skol kentañ derez Ploveur  

rummad Strollad Musik : Strollad Hipy

rummad Kan da selaou : Pierre-Yves Pétillon

rummad Kan da zañsal : Marine, Sterenn ha Manaly, eus Skolaj Diwan Kemper

rummad kan sonet (chant accompagné) : skol kentañ derez Ploveur kelc'hiad 2.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 7 ?