Strollad Breizh o kas war-raok 18 ober a-du gant ar brezhoneg o sinañ ar Garta Ya d'ar Brezhoneg

Communiqué de presse publié le 23/04/09 16:24 dans Politique par Gérard Olliéric pour Gérard Olliéric
https://abp.bzh/thumbs/14/14881/14881_1.jpg
Lena Louarn Prezidantez Ofis ar Brezhoneg hag Emil Granville evit Strollad Breizh.

Sinet e oa bet an emglev «Ya d'ar brezhoneg !» gant Emile Granville, mouezh-aotreet ar strollad hag eilmaer Redon, d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel 2009 e Roazhon gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Divizet en deus Strollad Breizh lakaat e pleustr en e vont en-dro 18 ober evit ar brezhoneg. Lod anezho aes da gas da benn ha reoù all a vo da seveniñ war hir dermen. Holl skoroù brudañ ha kehentiñ ar strollad a vo divyezhek diwar vremañ : traktoù, kartennoù-ezel, paper-lizher, lec'hienn Genrouedad, responterez, fichennaoueg chomlec'hioù, logo.

Mod-all ez eus bet divizet gant Strollad Breizh implijout ar brezhoneg el luganoù ha war ar gitonioù savet da-geñver emvodoù pe kendivizoù. Ur stummadur war ar brezhoneg a vo kinniget d'e zilennidi ha d'e izili hag ur stummadur war ar politikerezh yezh e Breizh. Ober a raio e doare ma vo implijet ar brezhoneg en emvodoù foran da-geñver emelladennoù a bep seurt ha prezegennoù. Anvet e vo gant ar Strollad un den dave evit ar brezhoneg a c'hello kenlabourat gant an Ofis.

Bountet e vo gant dilennidi Strollad Breizh en o c'humunioù evit ma vefe sinet ar garta «Ya d'ar brezhoneg !» ha heuliañ a raint a-dost al labour d'ober evit skoazellañ ha diorren implij ar brezhoneg


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?