Krouiñ, skrivañ e brezhoneg : perak ne vez ket muioc'h a draoù nevez ? Pluennoù nevez ?

Reportage publié le 25/10/23 18:58 dans Culture par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/58/58697/58697_1.jpg
Daou skrivagner, Maina Mallejac, skrivet ganti he eil PaV, ha Paskal Hervio, ur skrivagner boaz da ginnig levrioù d'ar re yaouank
Daoulagad ar werc'hez, un danevell sinet Malo Bouessel du Bourg (383 vues)

Un tammig evel an islandeg eo ar brezhoneg. Nebeut a lennerien, ur best seller a vez graet eus ul levr tizhet 300/500 lenner.ez gantañ-ti.

Neuze penaos ober evit ma vefe lennerien ha lennerezed e brezhoneg ? Sketchoù berr war Internet evel Flapakarr ? Klipoù sonerezh ? Splujañ el lenn evit dizoleiñ bedoù nevez, avañturioù, beajiñ en amzer, en em lakaat e kroc'hen un den all ? Ha ma vefe skolaerien, kelennerien, tud deuet lennerien ivez ? Diaes da c'houzout ar rak hag ar perag, met poent eo kavout pluennoù nevez, tud yaouank ha kozh a lak o startijenn asambles evit ar blijadur da lenn, da eskemm, da skrivañ e ateieroù, da rannañ gant bugale a bep seurt oad ar c'hoant da c'houzout hiroc'h gant fent ha from.

Deuit disadorn da 10e30 e sal ar C'hleub e Karaez gant skrivagnerien evit ar yaouankiz, kelennerien, tud dedennet gant dazont al lenn e brezhoneg.


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024
Pezh en deus ezhomm ho mignon eo ur gwir stummadur en ur wir greizenn stummañ skrivagnerien, a ve ennañ stummerien eus an dibab gopret evel Kristian Braz.
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.