Pezh-c’hoari e brezhoneg : Traez Gwaremm

Agenda publié le 2/05/24 22:00 dans Culture par Marie-Noelle Rinquin pour Marie-Noelle Rinquin
https://abp.bzh/thumbs/70/70257/70257_1.png
...
https://abp.bzh/thumbs/70/70257/70257_2.png
...

TRAEZH GWAREMM anv un draezhenn er C’hap met ivez...

Traezh Gwaremm eo ar pevare pezh-c’hoari kinniget gant ar strollad Tro-didro, goude Maen war vaen, Re an tu all, ha Galnys pe priz ar gwad, bet nominet ar skrid anezhañ gant Yann-Fulub Dupuy da-geñver Prizioù dazont ar brezhoneg 2022.

SKRIVAÑ DIWAR LEURENN

Ar wech-mañ ez eus bet fellet deomp cheñch penn d’ar vazh ha mont diwar al leurenn d’ar skrid ha sevel ar pezh c’hoari a damm da damm diwar primc’hoariadennoù war un tem lakaet : hini un draezhenn a-zoug ar pevar c’houlz-bloaz ha kejadennoù dic’hortoz en aod.

AN ISTOR

Un draezhenn tro ouzh c’hwezh kreñv ar meurvor Atlantel, war dilost ar goañv...Petra bennak zo boutin da Diego, lakaet gantañ an diegi da bennreolenn, da Vefa, maouez yaouank nevez erru er vro evit adkavout bro he hendadoù, da Gwenn, bepred war glask eus troioù-kamm da ober, da Lanig, retredad yaouank mennet mat da brofitañ eus ar vuhez, da Taleg ha n’anavez nemet ar ger « arabat » da vont d’an dud all, ha c’hoazh da Fiona, pimpatrom an douristez skañvbenn ?

Netra nemet an draezhenn-se hag a zarempredont hardizh. Ha setu ma vo ret mat d’an dud-se, ha na oa ket tonket dezho kaout tamm stekiñ ebet an eil ouzh egile, ober ur pennadig hent kicken-ha kichen. Hep cheñch kalz a dra d’o boazioù, d’o c’hredennoù. Mont da-heul o flanedenn ha mat pell zo…

Betek an devezh-se eus an hañv ma tarzho ur barr arnev spontus, ma koeñvo trumm ar mor. Neuze e cheñcho an traoù, marteze…

Kaset ha degaset e vimp etre farouellerezh, drama ha faltazi rik hag ouzh lusk dilusk ar gwagennoù eo goulennoù bras eus hon amzer-ni a zeu war wel : an divroerien, tanijenn war ar blanedenn, an endro gwallgaset...

UR PEZH-C’HOARI

...savet gant komedianed Tro-didro diwar ur mennozh gant Yann-Fulub Dupuy, peurskrivet ha leurennet gant Yann-Fulub Dupuy.

Gant :

Loig Coquet, Camille Diquelou, Marine Gloaguen, Bernez Kere, Ninnog Latimier, Tomaz L’Epineguen, Maria del Mar Martin Fernandez.

Leurennadur : Germain Rolandeau – Gouleier : Egareg Kervella

Skritell : Yan Fulub Dupuy et Sofy Louarn (evit al livadur)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 6 ?