Kafedi Speredelezh : "Ar "marv" ; ha goude ? hag a-raok ?"

Agenda publié le 23/10/23 10:25 dans Agrobusiness par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/58/58677/58677_1.jpg

Kafedi Speredelezh : «Ar »marv« ; ha goude ?...hag a-raok ?» (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Yaou 26 a viz Here 2023, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Setu erru neuze mare kala goañv. Gant petra e c’hallfemp plediñ neuze ? Gouelioù sot-nay made in USA mat evit bugaligoù un disterig diwezhat ? Pe chom gant ur meneg diwar-c’horre eus ar re dremenet gant arouezioù ken sot-nay all a gaver war ar rouedadoù kevredigezhel ?

Ha ma tennfemp, er c’hontrol, digarez eus gouel an Anaon evit, dres, gouzout hiroc’h diwar o fenn ? Ha komz siriusoc’h – pezh ne dalvez ket «tristoc’h» evit se, eus an tabou klokañ a c’hall bezañ : ar VARVIDIGEZH (an darvoud) hag ar MARV (ar stad a zeu da heul) ? N’eo ket re, da gentañ-holl, diouzh sell ar relijion-mañ-relijion : diouzh sell an enklaskoù skiantel a vez kaset war-raok ne lavaromp ket, abaoe labourioù Raymond Moody hag Elisabeth Kübler-Ross er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1970 pergen. Da c’houde e c’hallimp keñveriañ disoc’h an imbourc’hioù-se gant kredennoù hengouel ar relijionoù pe gant kredennnnoù «folklorel» ar bobl-mañ-pobl : ha dislavarus e vefent ? Ha doareoù poblek ha denel e vefent, er c’hontrol, da eztaoliñ pezh a c’hoarvez pe a c’hoarvezo da bep hini ac’hanomp ? Rak, ha pa’z afe da get hon emskiant pe ha kendalc’hfe, diaes eo goulakaat e varfemp e doareoù disheñvel diwar zigarez omp Brezhoned pe Papoued, diwar zigarez hon c’hredennoù relijiel pe folklorel disheñvel.

Hogen ma c’haller bezañ prederietoc’h, evit abegoù anat, gant pezh a c’hoarvez «goude», prederiañ don war ar «goude» a zegas buan da brederiañ war an «a-raok» : prederiañ war ar marv a zegas, pezh a zo pouezusoc’h a-benn ar fin, war ar vuhez. Ha penaos e voe «krouet» hon emskiant, tra dizanvezel ? Eus an danvez, dres, evel disoc’h un argerzh kimiek luziet savet gant neuron hon empenn ? Pe, er c’hontrol, abalamour da natur disheñvel-krenn an emskiant (tra dizanvezel) hag ar c’horf (tra danvezel), o defe tonkadoù disheñvel a-raok ha goude hor «buhez» denel : bezañ bet krouet diwar kelligoù deuet eus hon tadoù hag hor mammoù, mont da boultr goude hon tremenvan, evit ar c’horf ; bezañ bet a-raok ha kenderc’hel da vezañ goude, evit an emskiant ? Ha ma voemp ac’hanomp «a-raok» ha ma kendalc’himp da vezañ ac’hanomp «da c’houde», perak an diaoul e tremenomp un nebeud dekvloaziadoù en hor buhez enkorfet ?

Lakaomp neuze e c’hallfe bezañ ur gwirvoud en tu-hont d’ar pezh hol laka hon emskiant denel da verzout : petra e c’hallfe bezañ ? Ha gallout a rafemp mont e darempred gantañ ? Ha reizh e vefe klask en ober ?

Anat a-walc’h ne vo ket displeget deoc’h, krenn-ha-krak «Setu pezh a c’hoarvez ha pezh a zo da c’houde», met kentoc’h «Setu pezh hol laka da soñjal disoc’hoù an enklaskoù». N’eus ket anv amañ da «c’houzout» : «gouzout hiroc’h» ne lavaromp ket.

Evezhiadenn : ma n’eus ket da baeañ evit kemer perzh, trugarez da evañ un banne bennak da vihanañ, ne vern petra a vefe, pezh a zo an nebeutañ a c’hallomp ober evit ar Finnegans.

(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 7 ?