50 vle o kanal : bourrus e oa deiz-ha-bloaz an Trouzerion !

Reportage publié le 16/10/23 22:17 dans Musique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/58/58625/58625_1.jpg
Trouzerion : kanerion hengounel o doa kompozet ur bern pozioù brudet ! (345 vues)

Sal vras Lokoal : ur bochad tud deuet evit dañsal kas-a-barh, laridenn, mod ar vro get ur bern sonerion daou ha daou, bagad Lokoal, ha strolladoù kanerion.

Brudet-mat int paotred ar strollad «Trouzerion». Gant Jorj Belz oa bet lavaret : «amañ e Lokoal hon oa kroget da ganal, 50 vloaz zo, ha setu ni deuet en dro, a-drugarez d'ar bagad en doa pedet 'nomp. Atav kement a blijadur, memes ma vank deomp tri ac'hanomp, aet d'an Anaon». Fromet Jorj, met diouzhtu o komañs get «I love you, you love me, Karanti, Karanti»...

Ma vefe gant an «Teodoù fall», pe «Kanerien Pleuigner», atav e vez kavet ar memes beudjon, ar memes doare da lakaat kan bro an Alre e dilhad Sul evit an danserion !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 8 ?