Trede masterklas e Karaez : ar gonterien a gendalc'h gant o hent

Reportage publié le 8/10/23 22:08 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/58/58565/58565_1.jpg
Trede stummadur evit ar gonterien e brezhoneg, 15 ha 18 stajiad.ez a oa bet e 2022 ha 2021
ur gontadenn eus bro Molan : an u kazeg (334 vues)

Boulc'het daou vloaz 'zo gant Ti Douar Alre, setu bremañ War Raok, Brezhoneg e Kreiz Breizh, oc'h aozañ ar stummadur evit ar gonterien e brezhoneg

Gwelet e oant bet e GBB (dek e miz Gouere 2023), er FIL, e filajoù bro Dreger, bro Leon, e Kan ar bobl Pondi, Kemperle, Lokoal, e Landelo, er skolioù...

Tri anezho a zo a vicher : Erwan Hemeury, Awenn Plougoulm ha Lukaz Nedeleg. Ar re all a gont ivez, met nebeutoc'h, ha niverus int ar re o dije c'hoant mont pelloc'h, gouzout kontañ marvailhoù evit ar familhoù, ar vugale, ar grennarded... Un 60 bennak anezho a zo dija, deuet d'ar stajoù Keav, da Bleuigner...

Neuze, mirit ho sadorn 21/10, deuit gant un istorig, hag ar stummerien Awenn Plougoulm, Alan Tudoret, William Landin, Daniel Carre... a zisplego deoc'h traoù a servijo deoc'h evit mont pelloc'h er bed-mañ. Brezhonekaat kontadennoù a bell vro, kontañ d'an dam-nannvrezhonegerien, derc'hel soñj eus ur gontadenn, troiennoù evit boulc'hañ ha klozañ, penaos degas fent en istor.

Gant William e vo gwelet penaos sevel ur c'helc'h konterien o kemer harp war danvez sevenadurel ar vro e 2023.

Lec’h : Ti ar Vro,  6, Plasenn Gwiriou Mab-den. 29270 KARAEZ

Eurioù : 9e30 -12e hag 1e - 4e30. Abadennig kontiñ : 5e - 6e

Aozadur, lakaat e anv : Raok, Brezhoneg e-kreiz Breizh. - 06 13 71 88 88 pe raok.bzg@gmail.com

Priz : 20 € an devezh a-bezh.

Enskrivadurioù : evit ar 18/10 d’an tardetañ.

Degasit ho pik nik, debret asambles e ti ar vro Karaez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 9 ?