Pedet e oa bet ur bloaz 'zo Daniel Carre gant festival La Réunion evit kontañ marvailhoù gant Daniel Bergeault. Ha setu an daou bodet 'sames e kichen ar mor
N'eo ket gwall domm an amzer e kichen ar mor, e Lokmaria Kaer. Koulskoude un 60 a du a zo deuet da selaou marvailhoù, un abadenn kinniget gant Ti Douar Alre.
Setu Daniel o komañs gant divinadelloù e brezhoneg, hag an Daniel all o kinnig deomp frazennoù da adlavarout e kreoleg. Hag un istor diaoul a zo tapet gant peisanted ar vro. Diaoul ar Reunion, «le grand diab» a zo spontus hag a ya da zimeziñ gant ar plac'h he doa c'hoant dimeziñ gant ur paotr feskennoù aour gantañ...
Evit an eil lodenn hon eus klevet un istor dreistordinal, hanter gwir hanter gaou, a oa ur veaj tramor, e lec'h e oa daou labous o sikour Daniel da surfiñ war ar mor, bountet a-dreñv gant ur vorganez !
■