Konterien e GBB : un dek bennak deuet da gontañ marvailhoù

Reportage publié le 4/07/23 23:34 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/58/58047/58047_1.jpg
Bihan oa ar garavanenn, met plijus evit selaou marvailhoù !
Daniel Carre e mediaoueg Langonnet - GBB 2023 (110 vues)

Er garavanenn ar Fiselerezh pe e mediaoueg Langonnet, setu dek konter o kontañ, un hanter eurvezh pep hini istorioù a bep seurt

Kenderc'hel a ra ar rouedad konterien e brezhoneg da gemer perzh e festivalioù. Niverusoc'h e oant e Kan ar bobl 2023 ba Pondi, e Bro an Alre e vez konterien a-hed an hañv (peder gwech e chapelioù, lec'hioù disheñvel bewech, sellout ouzh lec'hienn Ti Douar Alre), e festival an Oriant e vo kontadennoù e ti krampouezh Diwan. Daou "masterclass" a oa bet aozet e Pleuigner, ha sizhunvezh gentañ KEAV e Kastellin e vo ur staj gant 15 konter !

E Langonnet e oa bet Tomaz Laken o kregiñ ganti er garavanenn, heuliet gant Patrig Dreano, goude er vediaoueg Marie Claire Alegoet, William Landin, Fanny Chauffin.

Disul kroget e oa bet gant William Landin, heuliet gant Lomig, Alan Tudoret, Marco Lannhouarno ha Daniel Carre gant daou istor fentus, kontadenn ar vaouezh a huche "Gwenn, melen, gwenn, melen..." hag ar c'hazh debret gantañ ur razh, gwastili, jandarmed, ur vuoc'h hag ar paotr saout, ....

Plijadur zo bet, un 120 bennak a dud deuet da selaou, gant strolladoù 10/17. Gant ma vo e pep festival kinnigoù a seurt-se, evit ma vefe selaouet ha bevet traoù e brezhoneg, ha ma vefe addizoloet marvailhoù hollvedel a lak Yann ha Marjan da brederiañ... ha da c'hoarzhin.


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.