Konk-Kerne : Carlos Núñez a zigor Ar Rouedoù glas

Chronique publié le 14/08/22 7:28 dans Culture par J-L Le Floc'h pour J-L Le Floc\'h
https://abp.bzh/thumbs/55/55789/55789_1.jpg
Gouel ar Rouedoù glas / festival Filets Bleus 2022, Carlos Nunez (gaïta, flute)
https://abp.bzh/thumbs/55/55789/55789_2.jpg
Gouel ar Rouedoù glas / festival Filets Bleus 2022, Carlos Nunez (gaïta, flute)
https://abp.bzh/thumbs/55/55789/55789_3.jpg
Gouel ar Rouedoù glas / festival Filets Bleus 2022, Carlos Nunez (gaïta, flute)
https://abp.bzh/thumbs/55/55789/55789_4.jpg
La pêche côtière fait de Concarneau un port en activité permanente. Equipage du chalutier "Etoile Polaire" lavant ses filets (hiver 2022) à quelques dizaines de mètres de l'emplacement de la scène du festival des "Filets Bleus". Pesketerien ar chaluter "Etoile Polaire " o walc'hiñ o rouejoù, e-pad ar goañv.
Carlos-Nunez ha Beethoven (195 vues)
Carlos Nunez evit enoriñ Paddy Moloney (62 vues)

Ar Rouedoù glas ! Savet eo bet ar gouel-se e 1905, ha kendalc’het e-pad enkadenn ar sardin evit reiñ an tamm-sikour da besketerien ar vro. Evit e gantvet deiz-ha-bloaz e chom Gouel ar Roudoù glas bev-buhezek.

500 den a youl vat, evit sevel ar « Gouel ar Rouedoù Glas »

« M’emaoc’h amañ ez eo e-barzh ar red-dour-mañ pe ar spered-mañ » a lar en ur frazenn Marylène Colin, Kenbrezidantez ar gouel-meur, dre ar vikro, war al leur e-kichenik ar porzh, dirazi ur mor a dud (betek dek mil anezho ?). Hag-hi da venegiñ an 500 den (d’an nebeutañ) a-youl vat ha ne vije bet gouel ebet hepto. Mersi braz dezho, ‘ta.

Embregerezhioù lec'hel (hag etrevroadel war ar memes tro)

Ouzh ar skramm a-dreñv dezhi e c’heller gwelout bruderezh evit embregerezhioù Konk-Kerne : Pirioù (chanterioù bigi kenwerzh pe bigi morlu ivez, 1.000 den), Guy Cotten (gwiskamantoù evit an dud-vor), produerien boestoù-sardin, hag all… En ur mod, n’eus ket blaz a folkloraj e anv ar Gouel brudet-mañ, mes blaz ar vuhez a-hirio kentoc’h. Koulskoude kalzig a douristed (rannvroioù all, broioù estren) zo e Konk-Kerne er mare-mañ, e-kreizig an hañv. Ha neuze ‘ta en abadenn-mañ, fennoz. N’emañ ket Breizh nemetken hag a zo deuet evit selaou ouzh sonnerez Carlos Nunez, tud a-orin liesseurt ne lâran ket.

Carlos Núñez, en e vleud!

An drede gwech eo ma teu er « gêr glas » (lesanv Konk-Kerne) ar soner brudet e Breizh a-bezh. Bet eo bet e Kemper hag e Gourin er bloaz-mañ, evit seniñ. Ha kerkent hag eñ war al leurenn e cheñch an aergelc’h. N’eo ket e vanke al lusk pe ar startijenn gant ar strolladig en a-raok. Mes un dra all eo a-daol-drumm, dav eo e anzav ! Heñvelik ouzh ur strobineller emañ mestr an abadenn (gaïta, sutell pe fleüt-pigos), muzisianed all (gitar, akordeoñs, violoñs, taboulined, …) tro-dro dezhañ. Bagad Konk-Kerne, anat deoc’h (tizhet gantañ ar rummad-kentañ, da lâret eo e-touez ar re wellañ e Breizh !). Sklaer eo d’an holl emañ Carlos mestr en e di, pe en e vleud muioc’h evit biskoazh !

Beethoven e vuzik keltiek

Hirio e vo kinniget gantañ un tamm muzik keltiek digant Beethoven. Piv oar en deus sonaozour meur a Vro-Alamagn (« Ludwig van » evel ma reer deusoutañ a-wechoù, gant fent ha doujañs) savet 200 damm seurt-se, e penn-kentañ XIXvet kantved (an naontekvet kantved) ? Gwelet pennad an Delegram (2021, e galleg) war ar poent-se. Selaou ivez ouzh an tamm enrolladenn , bet graet dre ur pellgomz-chakod e-touez ar selaouerien (evit kaoud un tañva – 1mn 29 - eus ar muzik keltiek-mañ). Ma tigarezit evit komzoù digant tud zo, e penn-kentañ an enrolladenn. Mod-se emañ an traoù e-korf un abadenn bublik.

Evit enoriñ Paddy Moloney (The Chieftains)

Un tamm all a zo bet gouestlet da bPaddy Moloney eus strollad iwerzhonat mil vrudet The Chieftains. Pa’z eo Paddy aet da Anaon n’eus ket re bell, na vezit ket estonet kaoud blaz a from gant Carlos, ha menegit e viz dezhañ savet war-zu an Neñv, war-zu e vignon gaez, e fin an enrolladenn. An tamm muzik iwerzhonek-se a c’hellfe bezañ heñvel ouzh un teñzor broadel evit Iwerzhoniz, ma n’eo ket ton ur c’han broadel, memes, hervez Carlos. Pez zo sur : bravig-brav eo ! Diskenn a ra e divskouarn evel ur banne mel dous.

Bagad Konk-Kerne

Ur gêrig diwar-benn ar bagad. Diskouezet eo bet deomp ar sonerion/sonerezed, pep hini anezho anvet dre e/he anv-bihan. Kalon vat dezhe evit kenderc’hel war an hent-se a zreistelezh !

Un « en-dro »

En em c’houlenne penaos e achufe an abadenn. Tomm e oa. Kement a startijenn a oa bet roet ha dispignet gant an holl, war al leurenn. « Calliente » an aergelc’h e-giz m’en doa lâret Carlos e spagnoleg. A benn-ar-fin, goude div eurvezh a dommder, hag un « en-dro » - an dañs anavezetañ ha poblekañ e Breizh, hervez Carlos - , ez omp erruet e penn an abadenn. Distankañ a rae goustadik an dud. Chom a raio un eñvor greñv e-barzh hon penn, hon divskouarn, hon c’halon, evit peurrest an nozh. Nozh vravig an hañv, e Bro-Gerne.

Dizale, ur gwir vugel eus ar vro...

Mersi braz da : Carlos Núñez, c’hoant gantañ da zont da vezañ ur gwir vugel eus ar vro. D’an aozerion ivez (kinniget e oa bet digoust an abadenn-mañ), ha d’an deknisianed o deus graet o seizh gwellañ war an dachenn !

Berr-ha-berr e galleg/ Résumé

C'est une très belle soirée sur les quais du port de pêche de Concarneau / Konk-Kerne (29) que nous a offert la centième édition du Festival des Filets Bleus. Invité très attendu, Carlos Núñez pour sa troisième visite dans la «Ville bleue» a enthousiasmé une foule nombreuse (jusqu'à 10.000 personnes). L'homme à la Gaïta - cornemuse emblématique de la Galice espagnole - a déployé toute son énergie et son talent d'instrumentiste (également à la flûte), entouré de musiciens hors-pair et du bagad «bro Konk-Kerne», pour présenter un véritable voyage musical de deux-heures à travers la musique celtique et les pays celtiques.

Deux courts extraits en vidéo:

. 1mn09 Peu connu, voire inconnu à ce jour, Beethoven a écrit, sur commande, environ 200 morceaux de musique celtique.

. 2mn29 En l'honneur et en mémoire de Paddy Moloney (The Chieftains), ce morceau à la flûte a valeur emblématique de l'Irlande selon Carlos Núñez, qui, dans un geste significatif et volontaire, pointe son doigt vers le ciel en final.

Titouroù all

. wikipedia e galleg hag ivez e brezhoneg

. lec'hienn ofisiel internet

[MAJ 15vet a viz Eost 2022]


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 7 ?