Ar Redadeg 2022 : dirak ar mor, e Konk-Kerne

Chronique publié le 25/05/22 19:25 dans Langues de Bretagne par J-L Le Floc\'h pour ABP
t:8
https://abp.bzh/thumbs/55/55124/55124_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/55/55124/55124_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/55/55124/55124_5.jpg
https://abp.bzh/thumbs/55/55124/55124_7.jpg
https://abp.bzh/thumbs/55/55124/55124_8.jpg
https://abp.bzh/thumbs/55/55124/55124_9.jpg
Konk-Kerne. Au sortir de la Ville-Close : coureurs et coureuses (ils ont abordé les remparts par le chenal du port, via la navette maritime, et viennent de traverser la Ville Close, centre historique et touristique de Concarneau).
https://abp.bzh/thumbs/55/55124/55124_10.jpg
https://abp.bzh/thumbs/55/55124/55124_11.jpg
Ar redadeg e Konkerne (62 vues)
(65 vues)

Marteze e oa ar wech-kentañ e tremene Ar Redadeg dre ar Gêr-gloz, e Konk-Kerne… Touristed ne oa ket kalz anezhe hirio : rak an amzer gris ? Rak ar prantad en a-raok d’an hañv ha skoachet etre ar gouelioù hengounel (Yaou Bask) ha troc’hadennoù all miz Mae ? Sioulik eo ar mor koulz hag ar c’hreiz-kêr, avat, nemet karr-samm ar Redadeg e-penn ar c’hae, o c’hortoz ar Rederien !

An dreuzadenn verrañ e Breizh, e-bourzh ar vagig « Vachic » he anv

Hag int treuzkaset e-bourzh al lestrig-tredan « Vachic » - an anv-se, sañset, diwar ar Buoc’hed a vije bet kaset-degaset en he bourzh pell-pellig zo. Daoust ha ne vefe ket un distummadur diwar ar ger « bagig» / « ur vagig » distaget gant tud tost da vro-Wened, kentoc'h? - , evit an dreuzadenn verrañ e Breizh hag e bro-Frañs a-bezh, a-hervez! Hag int o redek a-hed ar vanell, kalzig-kalz a staligoù bitrakoù ha danvez-douristelezh, ouzh he daou du.

C’hwezh c’hwek an izel-mor a zo o flourikat ar fronelloù. Ha bremaik taol-mouezh ar brezhoneg, n’eus ket pell ac’hann. Hon yezh treuzkaset ganti kantvedoù ha kantvedoù. Hon yezh karget a c’hwezoù an istor hir. Hag hi ivez evel ur sonerezh hanter-ankounac’het ha, padal, birvidik-bev. Peur blijus eo ouzh he selaou… Mouezh Fanny Chauffin (anavezet mat gant lennerien an ABP) eo a laka buhez dre ar mikro er gamionetez ha tro-war-dro.

Ar Redadeg a-hed an aod

Kenderc’hel a ra Ar Redadeg a-hed an aod e-pad ur pennad. Setu Kafedi « Atlantic» , e-tal d’ar greizenn skiantel biologiezh ar mor – an hini gentañ bet savet er bed a-bezh, e dibenn an naontekvet kantved - , kafedi pe bredi ma vez fardet ha kinniget ennañ « Fish and Ships » saourus, da skouer. M’emaoc’h chañsus a-walc’h evit kaout un daol lec’hiet-mat e vo moaien deoc’h, dre ar prenestr, gwelout ar vigi-besketañ pe ar vigi-dre-lien, oc’h erruout er porzh pe o vont kuit war-zu an doñvor hag an avantur…. Ur wech em eus me gwelet un teirgwern a vro estren, hep gouzout james pehini e oa…

Kilometradoù 637 ha 638

Ur c’horn-pleg kreñv ha setu hent an aod. Herberc’h ar yaouankiz, chapel ar groaz – houmañ digor war ar bemdez evit ar re a fellfe dezho kaout un tamm diskuizh digoust pe un toullad munutennoù didrouz - , tour-tan ar groaz, kae « ar re null » pe kae ar re zidalvoud (« Quai des nuls », e galleg) hervez ar Gonk-Kerneviz – « null » e oa bet marteze evit ar vigi-sardineta kozh met mat evit ar baleer a-hirio a fell dezhañ gwelout an aod a-dost evel ma vefe-eñ o tostaat abaoe ar mor - , ar C’hac (« CAC» , anv sal sonadeg hag abadennoù liesseurt). Km 637. Mersi braz d’ar paotr a surentez en deus redet evit ar prenner (hag a oa eñ war e varc’h-houarn). Leuskel a ra ar Redadeg ar gwir hent an aod (« Corniche » e galleg), evit un droiad-verr etre an tier. Km 638 prennet gant Familh Le Gars. Tapet ar vazh-test gant unan eus ar familh, hag a zo o redek. Kreizenn morvezegiezh, bet savet n’eus ket pell. Traezhenn anvet an traezh gwenn (« Les Sables blancs » e galleg), brud dezhi rak liv ha moander an traezh. Plijet gant ar re a ra bale-dour (« longe-côte » e galleg), trankilik e dibenn ur sizhunvezh a labour. Mat eo preti anvet war ar memes patrom evit kaout ur banne bennak e-tal d’ar mor. Rik.

Ar Redadeg, hep ehan, betek ar c’hilometrad 2022. Ha « Betek an trec’h»

Mont a ra an hent uheloc’h, pelloc’h, kalz pelloc’h, betek Gwened (a vo erruet d'ar sadorn 28vet a viz Mae 2022), e dibenn an 2022 kilometrad er bloaz-mañ! Noz-ha-Deiz, hep ehan. E mod « 24/7 » a vez lavaret e embregerezhioù zo. Kenavo d’Ar Redadeg (ha d’ar charread a-bezh: gwetur an aozerien, kamionetez ar vedisinourien, hag all…). Kentañ tro ! Betek an trec’h !

Gerioù :

Mor (paotr eo ar ger), mer, Mor-braz, océan

Morvezegiezh (plac’h eo ar ger), thalassothérapie

Charread , convoi (ensemble des véhicules mis en oeuvre dans la Redadeg - camionnette, voiture, moto - , le ou les coureurs étant juste derrière la camionnette).

Redek (verbe), courir. Redet e vo ar Redadeg penn-da-benn, gant rederien ha rederezed.

Redadenn, ur redadenn, une course individuelle

Redadeg, ur redadeg, une course collective

Reder, rederien , coureur(s) / Rederez, rederezed , coureuse(s)

Hag ivez: red-avel (courant d'air), reder-mor (coureur de mer), reder-bro (aventurier), red-dired (adjectif, qui court sans cesse) , red an dour (fil de l'eau)

Lec'hienn ofisiel www.ar-redadeg.bzh

Redadeg.bzh https://www.ar-redadeg.bzh/fr/les-parcours-depuis-2008/parcours-2022

Ar charread (e-pelec'h emañ ar charread?)

An destenn (liv brezhoneg bro Wened warni, ha troidigezh e galleg skoaz ouzh skoaz). Fichenn .pdf evit pellgargañ

Ar Redadeg war Twitter

Twitter https://twitter.com/Redadeg

Ar Redadeg dre Youtube

Youtube https://www.youtube.com/user/Redadeg

Ar Redadeg war Facebook

Facebook https://www.facebook.com/ar.redadeg/

Kartenn lec'hiel :

google https://www.google.com/maps/place/Station+de+biologie+marine+et+Marinarium+de+Concarneau/@47.872076,-3.9187502,15.46z/data=!4m5!3m4!1s0x4810db26bcb1a86f:0x6845761040894926!8m2!3d47.8685418!4d-3.9169509

Note pour les francophones ou les apprenants (suite au commentaire d'un lecteur, 2022/05/24) :

. mes articles (en 2022) sont passés au crible d'un correcteur orthographique, qui permet de vérifier le peurunvan, les mutations. Ce correcteur permet d'économiser du temps en relecture et fonctionne bien, à mon sens

. je fais partie des néo-locuteurs, ceux qui auraient dû recevoir la langue (que j'ai donc entendue dans mon entourage d'enfance), et ont cherché à se la réapproprier à l'âge adulte. Sans doute, comme la majorité des locuteurs d'aujourd'hui. Il est possible qu'un locuteur natif ne reconnaisse pas des formulations auxquelles il serait habitué. Ecrire, que ce soit en breton ou en français, est une démarche forcément risquée...un lent cheminement...vers l'émergence d'un style personnel. Pour ma part, j'ai beaucoup utilisé la revue bilingue du Minihi Levenez, pendant près de vingt ans, pour essayer de rentrer dans la logique et la figuration du breton. Mais cela ne remplace pas une expérience maternelle.

. le vocabulaire utilisé est plutôt commun. J'utilise plusieurs dictionnaires , dont principalement Al Liamm (2014) et Favereau (2001), en pensant que tout le monde n'a pas une panoplie d'ouvrages à sa disposition.

. les photos sont souvent légendées en français, pour complément d'information ou confirmation

. un résumé en français, comme cela se fait pour certains articles (Le Télégramme, ou autre) publiés dans la presse ou les magazines pourrait être ajouté. Merci à d'autres lecteurs de me donner leur avis ou ressenti (par commentaire à publier ou non, ou directement auprès du webmaster).

A galon / cordialement

Notenn :

Tammoù-video kerkent ha ma vo posubl


Vos commentaires :
Jeudi 25 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.