Erruet ar Redadeg e Gwened gant 5000 a dud

Chronique publié le 29/05/22 10:47 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55150/55150_1.jpg
Ninnog Louis ha Maina Audran, skrivet ganto mesaj ar vazh-test !
Nag a dud, ha nag a dud yaouank ! (499 vues)
Nag a dud, ha nag a dud yaouank ! (345 vues)

Livioù flimm-flamm, bannieloù bro Euskadi ha Breizh asambles, dirak touristed souezhet gant kement a reuz war porzh Gwened : brav oa labour an aozerien !

Fromus, bugale renet gant Elodie Jaffré hag a gane ken brav. Fromus, diskour izprezidanted ar Redadeg. Fromus, an div skrivagnerez, Maina ha Ninnog, o lenn e brehoneg bro Pondi ar pezh oa bet douget get miliadoù a renerien e-pad seizh devezh ha seizh nozvezh. Fromus, an dud o komz e pep lec'h. Ur familh vras o vrasaat eo ar Redadeg. Hag ar Bagad, gant ur bern tud yaouank e penn an dibunadeg. Evel ma vefe heol gor miz Mae o lavarout e vefe eostadoù nevez o tont, hag ur yezh da vout komzet en amzer da zont, gant muioc'h a dud, muioc'h a dilennidi, muioc'h a skolioù...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?