Penn-rener an ABP, Philippe Argouarch, en deus kemeret perzh en eizhved Redadeg

Interview publié le 27/05/22 21:11 dans Langues de Bretagne par J-L Le Floc\'h pour ABP
t:1
https://abp.bzh/thumbs/55/55144/55144_1.jpg
KM 1737
Philippe Argouarch redek a ra km 1737 (83 vues)

Ar redadeg a-bep-eil eo. Gwerzhet e vo ar c’hilometradoù d’an dud, d’ar strollegezhioù, d’an embregerezhioù, d’ar c’hevredigezhioù... Da lâret eo d’an nep a fell dezhañ kemer perzh en darvoud a-benn skoazellañ ar brezhoneg. An hanter eus ar c'hounid az aio da arc’hantaouiñ rouedad ar skolioù Diwan. An hanter all a sikouro kevredigezhioù evit implij diorren ha treuzkas ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.

[ABP] 73 vloaz hoc'h, penaos e c’hellit redek gant an holl ?

[Philippe Argouarch] Evel va zad-kozh n’em eus kudenn ebet gant gwask va gwad, ar pezh a zo dispar. Gloazet-fall e oa va zad-kozh e 1914 e Messin, met kemeret en doa perzh e C’hoarioù Olimpek e Anvers e 1920 evit redek 800m. Pa ran ur striv zoken ne z'a ket talmadoù va gwad en tu all da 135 talmad/munutenn.

[ABP] Un dra a-bouez eo debriñ en un doare reizh?

[PA] Ya, pa vezan o redek ma-unan e rankan derc’hel soñj e kilogrammoù ouzhpenn. Kalon an nep a vefe pounner egedon a rankfe labourat re. N’eus nemet un dra d’ober, d’am soñj, evit an hini a zo koshoc’h eget 60 vloaz (ha gwelloc'h eo kregiñ ganti abretoc’h zoken): arabat lezel ar c’horf dont da vezañ lart. Da lavaret eo , ret eo neuze ober pep tra evit mirout live sukr ar gwad an izelañ ma c’heller. N’on ket evit debriñ traoù ha m'emañ sukr e-barzh. N’on ket evit debriñ un dibenn-pred panevet e ti mignoned din pa vezan pedet d’ur pred. Debriñ a ran frouezh evel-just.

addendum

Diaes-kenañ eo chom hep debriñ gwastell, evit ar Vretoned dreist-holl, pa 'z eo ar wastell un dra eus ar c’hentañ e boued ar vro. Un hengoun an hini eo ken kozh hag ar beajoù uhelvor. D’ar mare an hir-dreizherien. A-raok al loc’hañ e farde maouezed ar vartoloded vreizhat ur bern gwestell-amann pe kouignoù-amann evito. Dre-se e veze moaien mirout an amann hag ar protein, e-pad mizioù e-bourzh.

dibenn an addendum

[ABP] Ha fellout a ra deoc’h bevañ e-pad pell ?

[PA] Ya, ur bern traoù a chom din da ober c’hoazh. Abaoe tri bloaz emaon o teskiñ brezhoneg. Ha n’eo ket un dra didalvez evidon! Un abeg e-touez reoù all : fellout a ra din lenn oberennoù Anjela Duval e brezhoneg...

notennoù:

. adlenn an destenn nemetken gant JL Le Floc'h. Atersadenn gant unan all

. addendum diwar c'houlenn Philippe Argouarch, 9 a viz Even


Vos commentaires :
Jeudi 25 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.