Ar redadeg : atav ken fromus, ken bourrus, ken ...

Chronique publié le 25/05/22 12:25 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55132/55132_1.jpg
Bugale skol Diwan ha krennarded skolaj Kervarker asambles evit redek e Kemperle
Redadeg Kemperle-Kombrit (130 vues)

Met perak an diaoul emañ tout an dud o vousc'hoarzhin, daoust d'ar strivoù diniver a zo d'ober evit redek ? Ur burzhud, un evaj burzhudus ? ...

Diaes eo kompren evit un den n'en deus morse bevet ur redadeg ar pezh a c'hoarvez war an hent, gant ar re a youl-vat, gant ar skar, gant an den 84 vloaz o redek, heuliet gant ur plac'hig 5 bloaz o redek ur c'hilometr evel ar re all, loc'h ennañ hag enni da zreuskas ar vazh, da redek asambles evit an hevelep raktres : ne vefe ket mui a c'hoaperezh, a zismegañs eus Pariz hag a eusyezhoù «ofi-si-el», evit yezhoù ar bed.

Neuze, evit ar re a zo boaz, daoust d'an niver bihan a dud o heuliañ a-wechoù, nerzh ar vugale, ar grennarded, ar skipailhoù lec'hel (600 den a youl-vat a-hed an 2022 km), ur blijadur eo gwelout tud o teskiñ brezhoneg, o komz brav, krennarded Diwan gant ar c'hoant da vont da sikour ar skipailh Skar ' benn daou vloaz, ar gerent nevez o tizoleiñ ar vuhez bev-buhezek n'eo ket cheñchet abaoe penn-kentañ ar Redadeg.

Ouzhpenn ur redadeg eo, hep kampion ebet, chikan ebet («n'eo ket ar memes brezhoneg, ne gomprenan ket ac'hanout», kudennoù oad, kudennoù rummadoù disheñvel) ? Aze n'eus ket deus seurt traoù, ret eo mont war raok, mod pe vod.

Ha sonennoù brav, hag ijin o redek. Ur mekanik da grouiñ sonerezh, barzhoniezh, romantoù (daou Briz ar vugale daou vloaz zo), da grouiñ ur vro dre he hentoù brav, bord ar mor, en Arvor hag en Argoat, bra brav ar glav, brav an dud a-hed an hent.

Meuleudi d'ar Redadeg, gant ma vo muioc'h-mui a dud o teskiñ hag o taremprediñ gant ur yezh n'he deus ket lavaret he ger diwezhañ !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?