Daoust da bep tra, un eilvet Redadeg e daou vloaz

Chronique publié le 20/05/22 9:28 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/55/55112/55112_1.jpg
Merc'h Lleuwen e Kreiz Breizh ar bloaz paseet
klip redadeg 2022 (4903 vues)

Penaos kavout tud a youlvat goude ar bandemiezh ? Penaos lakaat 2200 km da vout gwerzhet gant un aergelc'h ken diaes a-fed arc'hant, politikerezh, ha kement zo tout ?

(en français plus bas)

Ur miz 'zo, war an 2200 km da werzhañ, e vanke 800. Hiziv an deiz, devezh loc'hañ ar Redadeg e ya kalz gwelloc'h an traoù. Burzhud ar redadeg ? Piv oar ? Dihun an dud diwezhat, evel boaz.

Piv a zo e penn an traoù, tud sot evit tremen 8 devezh war hentoù Breizh pep bloaz, tud mennet, o vont da vro Euskadi ingal d'ar "C'horrika" evit gallout adkargañ batiri lañs pep hini ?

Hag ar virus o tont da vout goañv, ar festoù-noz o vleuniañ e pep lec'h ar vro...

Brav eo roll an abadennoù war an hent.

Ha manifestadegoù a vo ivez : warc'hoazh e Naoned da 3e pa vo degouezh ar Redadeg da 7 eur (kit da gompren ar rak hag ar perak), manif en dro pa vo degouezhet disadorn war lerc'h e Gwened.

Kit war lec'hienn ar Redadeg, kalonekait ar rederien yaouank ha kozh, kasit ho piniou hag ha kasit ho mouezh uhel evit ma badfe ar brezhoneg bev e genoù an holl dud prest da stourm evit gwirioù an dud a gomz yezhoù n'int ket "ofi-si-el !

Evit prenañ ho kilometr, pe kaout titouroù war an hent :

La Redadeg est partie de Vitré hier soir, malgré le peu de kilomètres vendu il y a un mois, malgré une deuxième édition trop rapprochée, un investissement bénévole moins grand. Mais alors, quel est le moteur de tous ces enragés qui courent nuit et jour ces 2200 kilomètres pour les droits de tous (langue, genre, droits de l'homme...) ? Un voyage annuel au Pays basque où là bas ils ont compris l'enjeu d'un tel événement et où l'investissement citoyen pour la langue et la culture basque sont soutenus par le Pays basque sud. Mais tout le monde se réveille, les kilomètres s'achètent, les coureurs enfilent leur t-shirt, les enfants chantent dans les écoles, préparez votre short, ou votre biniou, ou courez les encourager à l'arrivée à Vannes, ou partout en Bretagne

Pour voir le trajet, acheter des kilomètres, écouter la très belle chanson de la Redadeg, c'est ici :


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.