Staj konterien ba Pleuigner gant tri c'honter : evit ma vefe rannet marvailhoù gant an holl

Chronique publié le 8/09/21 17:25 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/53/53383/53383_1.jpg
Skritell ar staj, flyer a benn nebeut !

Ganet e oa bet ar mennozh bodañ konterien brezhonegerien, tud ampart ha tud o komañs e-pad miz Here miz Du pa vez ar festival Ti Douar Alre o tarzhañ b'ar vro gant sonerezh, prezegennoù, diskouezadegoù, c'hoariva...

Setu neuze ur "master klas" aozet gant Ti Douar Alre gant stalioù disheñvel kaset gant Daniel, Maryvonne ha Fanny, evit mont pelloc'h e bed ar marvailhoù gant ar vugale, ar grennarded hag ar re vras. Yezh ar c'hontañ evit bugale n'int ket brezhonegerien, Fañch al laer ha margodennoù, rimadelloù ha formulennoù, dibab kontadennoù, anavezout gwelloc'h ar bed-mañ evit rannañ ar blijadur da selaou ha da gontañ alies e yezh ar vro !


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.