Redadeg 2021 : diskouez an traoù kuzh, labour ar SKAR

Chronique publié le 27/07/21 18:31 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/53/53169/53169_1.png
Prest da redek 'benn bloaz ?
Ar Skar ba Kemperle, 2021 (67 vues)

Ne vez ket komzet kalz diwar o fenn : an tri skipailh a ra war dro ar Redadeg, e-pad dek devezh, ne vez ket gwelet alies, nemet devezh fin al labour. Amañ e vo gwelet ur skouerenn deus ar pezh a vez graet ingal gant skipailhoù lec'hel.

6 eur vintin war parklec'h ti boulañjer hent Kloar, ba Kemperle. Erruet gant un tamm dale, setu skipailh ar Skar o tisplegañ d'ar re a youlvat o doa prientet redadeg lec'hel bro Kemperle abaoe daou vloavezh. Tud ar skipailh yec'hed, tud an oto dirak, ar re a vo e karr tan penn kentañ ar garavanenn, ar surentez war varc'h houarn, war droad... Pep tra a vez displeget gant ur skipailh yaouank, leun a nerzh, ha brezhonegerien tout !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?