E rouantelezh an heol, gant Daniel Carre ha Glenn Gouthe

Chronique publié le 25/07/21 10:44 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
Daniel Carre ha Glenn Gouthe : Contes en voyage (41 vues)

Aozet asambles gant Ti Douar Alre ha ti-kêr Pliwel, setu ar prantad marvailhoù kentañ c'hoariet e chapel nevez renevezet Sant Meen

Brudet eo Daniel Carre evit e labour don war oberenn Loeiz Herrieu hag e mil lizher (pe kazi) a-ziwar an eskemm a oa bet etre Loeiz Herrieu hag he gwreg e-pad ar brezel bed kentañ, ar «brezl vras».

Met ne faot ket deoc'h disoñjal emañ ivez ur c'honter a oar ur bern marvailhoù, klevet e bro Ploue, e lec'h oa o chom bitig, kontet gant e dad hag e dad-kozh. Levezonet ivez gant arz kontañ Jude Le Paboul, gallout a rafemp lavarout eo unan eus ar re ziwezhañ a oar kontadennoù bet kontet «a veg da veg» dezhañ. Istorioù merc'h ar roue, jeanted, loened marvailhus, istorioù fentus... Leun eo sac'h ar c'honter, ha plijet bras an hanterkant a dud deuet d'e selaou.

Ur gontadenn hir oa bet kontet e Pliwel : penaos e oa bet kad ur paotrig da vont betek rouantelezh an heol goude bout kejet ouzh ur voualc'h aour, ur c'had gwenn hag ur verienenn. Ha dont a raio a-benn da vont betek an heol evit goulenn e teufe en dro da Vreizh ?

Bez vo teir abadenn all gant Ti Douar Alre gant konterien (met ur bern traoù all a zo c'hoazh) :

https://www.tidouaralre.com/contes-en-voyage-sur-les-chemins-du-monde-plumergat-aout-2021/e3385.html


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?