Loc'het e Karaez gant 100 den hepken, setu ar Redadeg o kreskiñ tamm ha tamm, ha gant embannadurioù nevez ar gouarnamant, arabat krediñ e vo nebeutoc'h eget 10 000 a dud ba Gwengamp disadorn !
Ha, gant niver ar rederien, emañ ar fulor o kreskiñ, fulor ar Vretoned, an Euskariz, ar C'hataluniz, difennerien an demokratelezh e Breizh... Poent eo kenderc'hel ar stourm kroget e Brest gant kelennerien ar Releg pa oa bet tennet eurvezhioù brezhoneg dezho, ha da liseoù Diwan ivez. Kendalc'het dindan ar glav, dindan an heol gor, ha bremañ dindan barradoù avel war hentoù Breizh.
Video Christophe Hoyet ha foto ar Fañchig a zo arrouezhioù an dazont : Europa liesyezhek ha digor war ar bed. Tud o redek diarc'hen war an hentoù. Ton Sul Lors Jereg ivez, gant Paol Molag, gant e gomper o tiskouez youl yaouankiz ar vro evit ma cheñchfe an traoù, en un doare positivel, nann-feulstr.
Piv a glevo a-raok ma vo re ziwezhat ? Piv a glevo ba Pariz mouezh ar re zo bet flastret o yezh, o identelezh (Blanquer o lavarout e oa «un taol arnod ar soubidigezh» pa oa 50 vloavezh a vugale barrek e yezhoù a-drugarez d'ar soubidigezh !!!).
Neuze tudoù, kit da Wengamp disadorn, evit diskouez fulor ar Vretoned, fulor an dud er bed a zo bet goapaet kement zo, gant ur Stad ne ra ket foutre kaer eus an dud ne gomzont 'met ur yezh : ar galleg, Ankou al liesseurted er bed.
■