Emañ ar Gwenn-ha-du o stlakal e-tal ti-kêr an Naoned

Dépêche publié le 18/12/20 17:54 dans La réunification par La rédaction pour La rédaction
https://abp.bzh/thumbs/51/51416/51416_1.jpg
photo Etienne

War-lerc’h kement a vloavezhioù a bromesaoù n’eo ket bet doujet oute gant an dilennidi, ur promesa digant Johanna Rolland e 2014….war-lerc’h kalzig a sondadegoù evit unvaniezh ar vro abaoe 50 bloaz, war-lerc’h stourmerezh ha lobbying, dreist-holl hini ar gevredigezh Breizh Unvan, war-lerc’h ur skrid-goulenn, o voda 105.000 sinadur evit ur referandom...Dre ledanaat diazez dilennel war-zu EELV-ar re C’hlas eus an Intron Maerez PS (houmañ bet dilennet dre ur c’henlod a 38 % nemetken eus an dilennerien enrollet e kentañ tro), hag ivez dre an ekologour Florian An Teuff, 13vet eilmaer, e-karg eus « skodoù breton », hag ivez dre an dilennidi UDB e-korf an ti-kêr adal 2014, bet marc’hataet gante krogad ar banniel adalek kentañ-tro dilennadeg-kêr 2020, a-benn ar fin ez eo bet savet da vat banniel Breizh, e-tal ti-kêr an Naoned.

(brezhoneg gant Yann LUKAZ)


Vos commentaires :
Kristof vBourdelier
Dimanche 22 décembre 2024
Na pegen kaer ! :) 44=BZH ... ha buan ! :)

burban xavier
Dimanche 22 décembre 2024
Ur trec'h- vihan alato ! Hogen kenderc'hel a reomp hon strivou evit difenn hon sevenadur , hor yezh ar vrezhoneg peurgetken , hon tiriad , hon armerzhel , an endro . Alies breozin a reomp rak an diskoulmou o fazian evidomp . Mirout a reomp kaloneg ha goanag evit an amzer dazont !

Breizh e vo unanet mar e fellomp !

Goueliou mat d'an holl e-touezh hon tiegezhiou evit 2021 !


Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 6 ?