Redadeg ebet disadorn...

Chronique publié le 30/04/20 20:26 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/50/50407/50407_1.jpg
Miss Redadeg 2018
Miss Redadeg 2018 (224 vues)

Trist eo tout ar skipailhoù lec'hel ha ne vint ket o redek asambles gant tud ar vro, brezhonegerien, rederien, tud kozh ha yaouank, bugale ar skolioù, tud ar c'hentelioù noz asambles war hentoù Breizh e-pad ur sizhunvezh...

Nullet eo ar redadeg. Pep hini konfinet, gant un tamm vrankenn a viz Mae, delioù faou tener, hag er gêr ! E lec'h redek, kaiaikin, bageal, mont pelloc'h, diskouez pegen brav eo Breizh da noz, abred diouzh ar beure... chom er gêr dirak ur skramm, o sellout ouzh filmoù, o selaou ar Ministr, ...

Neuze, setu, evit redek un tamm memestra, ur filmig graet asambles gant fea ha Trigone diazezet war un istor ijinet gant skolajidi Diwan Kemper gant ur stal skrivan aozet gant mediaouegoù Kemper dindan renerezh Pierre Pegail, brezhoneger anezhan.

Ha, rederien ha brezhonegerien, a-benn 2021 evit ar redadeg memestra !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 7 ?