E-bourzh « Bro Warok » da heul ar Redadeg war vor!

Reportage photos publié le 10/05/18 16:18 dans Langues de Bretagne par Yann Lukaz pour ABP
t:19

An hent-mañ a vez graet bemdez hep ehañ gant bag-tremenidi eus bro an Oriant «Talhouant». Hirio ez eo ispisial an dreizhadenn, hirio emañ ar Redadeg o treuziñ ar vorlenn etre Porzh-Loeiz (kilometr 1138, 5eur11 gm) ha porzh an Oriant (kilometr 1140, 5eur24 goude merenn). War vagig-dre-lien «L’extra…vagant», dindan ren Yvon Fauconnier, ur moraer brudet eus ar vro (Rianteg), a-unan gant Eugène Riguidel, ur moraer brudet all (Landaol), anezhañ un ekologour koulz ha difennour ar yezh, mignon kozh eus ar Redadeg abaoe ar penn-kentañ.

Ouzhpenn an den ruz e z-shirt – hemañ o vezañ ar reder ! – hag a ziskouez uhel ar vazh-test, ouzhpenn tudoù surentez, gwisket e chupennoù velen, e vez azezet, e-barzh ar c’hoban (notenn), daou vuzisian: an eil talabarder hag egile ar biniou kozh gantañ. Ne vez ket klevet an ton pellig-pell, rak an avel a zo o c’hweziñ o bountañ ar vag buan a-walc’h. N'eo ket dre voaien ar c’heflusker o deus treuskaset paotred ar Redadeg!

Ur vag all, unan hengounel « Bro Warok » he añv diwar istor Breizh, ur vag-c’hrilheta, bet savet e Kamaled 70 vloazh zo, bezañ bet o pesketañ kostez bro vMauritania a-raok na vefe cheñchet he micher: abaoe 2004 e vez implijet gant Alain Malarde – ur moraer brudet ivez – hag e familh evit kinnig baleadennoù war vor da hiniennoù pe da strolladigoù. En he bourzh emaon.

Tost d’ar wern-valouiñ (notenn) e vez o seniñ ar strollad «Sonam». Daoust ha n’eo ket ur «fest deiz», en ur mod, hirio? Tud a oa o tañsal war ar c’hae, e Porzh-Loeiz, o c’hortoz karr-samm ar Redadeg ar reder war e lerc’h…Ar strollad-mañ, savet gant tud o vevañ war vord ar Morbihan, a zo troet n’eo ket ouzh sonerezh vreton hepken, mes ivez ouzh muzikoù all.

Sellomp ouzh ar bageal, bremañ. Ur riz pe meur a hini a zo bet lakaet, diwar ziviz ar c’habiten. Un digarez evidon da dennañ fotoioù a ziskouez mat strivoù e-kreizig an ober !

Strivoù all a zo bet graet gant izili ar familh a-hed ar Redadeg. Sellit kentoc’h: emañ Loeiz - skuizh-marv e oa ar paotr yaouank - o kousket e-barzh ar c’hambrig (2 kilometrad redet gantañ e-pad an nozvezh. Kenderc’hel a ra ar Redadeg noz-deiz d’ur penn d’unan all, evel ma ouioc’h mat). Redet eo bet ivez gant Maria, ar merc’h hennañ o studiañ war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon, ha gant he mamm Beatris Malarde – kelennerez emañ-hi e Baod (56). Brezhoneg flour-flour, gwenedeg kentoc’h, a teu etre ar mamm hag he merc’h, me lâr deoc’h, ken m’az eo souezhus ha plijus selaou oute! Mignoned all zo e-bourzh, roet gante un tamm-sikour evit ar Redadeg!

Kendalc’homp! Setu al lestr-treizh « Breizh nevez» o kuitaat An Oriant da vont war-zu Enez Groez. Nevez-flamm eo, kroget al labour gantañ e 2018, pa’z eo chomet a-sav al lestr kozh « Kreiz-er-mor» e añv (diwar un destenn brudet-tre, deuet da vezañ ur ganaouenn, skrivet gant Yann-Bêr Kalloc’h, barzh Bleimor, ur skrivagner dispar e vouezh e lennegezh vreton an ugentved kañtved). Setu ur bajennad istor Breizh!

Pa soñjan mat, ur bajennad istor a-vremañ eo a vez skrivet gant ar Redadeg, pe war an douar (evit al lodenn vrasañ anezhi), pe war vor (evit tammouigoù munut a-dreuz d’an aberioù ha d’ar vorlennoù). Evit ma vevo ar vro hag ar yezh!

Laouen on bet o vezañ digemeret e-bourzh ar « Bro Warok ». Kerkent a loc’het ar vag ez eo deuet levenez ha blaz an avañtur e donder ma c’halon. E Porzh-Loeiz, e-kichen ar « Bro Warok », emañ ur vag-sikour SNSM nevez-flamm o c’hortoz mont da Noumea, en tu all d’ar bed. Tud ar vor zo gwir beajourion. Ar Redadeg ivez eo un avañtur!

« Betek an Trec’h! »

Gwelout ivez (e galleg)

(voir notre article)

Notenn
(diwar al levrig «Mor ha bagoù / Mers et bateaux / Sea and boats» gant Marcel Maudire, 2016, An Alarc’h embanadurioù, 7 euro, ISBN: 978-2-916835-75-4):

. koban /cockpit/cockpit (UK)

. gwern-valouiñ / mât de beaupré ou bout-dehors / bowsprit (UK)

Evit mont pelloc’h (lec’hiadoù) :

. Yvon Fauconnier : (voir le site)

. Eugène Riguidel : (voir le site)

. Sonam : (voir le site)

. Bro Warok: (voir le site)

. Ar Redadeg (4-12 mae 2018): (voir le site)

.

Cheñchamanchouigoù ziwezhat: 11/05/2018


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.