Diwan : kengred ha buhez a-stroll ?

Chronique publié le 8/01/18 21:27 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/44/44010/44010_1.jpg
Labourat a-stroll, kaout plijadur, komz brezhoneg 'maez ar skol, se ivez zo bet kaset gant Diwan !
(325 vues)

28vet pennad diwar an 40 vloaz Diwan : penaos eo deuet a benn ar skol vihan e brezhoneg da grouiñ un dro spered «Diwan» ?

A-raok sevel curricula nevez gant Diwan e vefe mat gwelout ar pezh a zo bet graet evit ar re yaouank e Diwan, ar prezhioù a oa disheñvel hag o doa graet berzh, e-barzh hag e-maez ar skol, p' eo ar c’helenn e bro C’hall diefedus ha pa stumm remziadoù tud yaouank dic’houest ha dizesk evit lod anezho...

Kengred ha buhez a-stroll : un hunvre ?

Gant film Bastian Guillou «Kirri nij en toull-karr»  e oa bet displeget splann al liamm etre ar brezhoneg hag ar c’hengred, geriaoueg al labour-douar padus ha tud war-ar-maez. Pa vez bevet traoù fromus gant al liseidi, pe ar skolidi e teu buanoc’h ar yezh dezho. Gwenole Larvol, ur skolaer hag a gas meur a raktres film e rann divyezhek publik, pe ganaouennoù evit Kan ar bobl, a ziskouez splann evel Ar vro bagan evit ar c’hoariva ez eo ar from ur c’heflusker evit deskiñ. Holl asambles tro-dro d’ur raktres arzel, er skol pe e rouedad ar skolioù Diwan, e teu buan ar from hag ar c’hoant da zont a-benn asambles en un abadenn vrav.

Kof-ha-kof

Penaos e vez lavaret « je t’aime » e brezhoneg ? Da garout a ran ? Joa ‘m eus ouzhoc’h ? Piket eo ma c’halon ouzhoc’h ? Diaes eo evit ar re a zo oc’h adperc’hennañ ar yezh implijout ar gerioù evit ar re vihan met ivez ar gerioù a vez etre en ur c’houblad...E yezh ar skol ne gaver ket kalz ar gerioù-se. Met ar c’hoariva, ar varzhoniezh, ar c’han, a implij geriaoueg ar from hag ar garantez.

Ar vuhez ‘maez ar c’hentelioù en hunvaoù Diwan, pe e-pad an dibenn-sizhun, er familh pe etre mignoned, a c’hellfe bout bevet e brezhoneg. Implij gerioù gros evel e levr «Brasañ brammer ar bed»  a ra vat d’ar yezh ha d’he c'homzerien !


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Vendredi 15 novembre 2024
Ya, ya! Geriaoueg ar from hag ar garantez a larit-hu.

Koulskoude, morse n'em eus klevet an dud war an oad lâret traou e-giz-se, pa vefe etreze pe d'o bugale, nag e brezhoneg, nag e galleg. Un afer a rummadur a vefe, neuze? Evidon-me, geriaoueg kavet ha klevet e-barzh filmoù a veze, pas er vuhez bemdez. Siwazh? Marteze.. Piv oar?

Din-me, mat eo d'ar re yaouank a hirio dizoloiñ hag implij gerioù ar from, evel ma lavarit. Mat e vefe dezhe ivez ober an diforc'h etre ar garantez hag ar from, daoust d'ar pezh a vez lâret re alies e mediaoù, rak n'eo ket ar memestra, tamm ebet a-hed ur vuhez.

Trugarez evit o fennadoù, enne brezhoneg brav.

A galon


Naon-e-dad
Vendredi 15 novembre 2024
da heul....

.1 Opala! difaziañ: «Trugarez evit ho pennadoù». Pelec'h e oan aet ganti?

.2 Goude bezaén bet or prederiañ, e lavarfen kentoc'h «Joa ‘m eus ouzhoc’h» a zon brezonekoc'h evit «Ho karout a ran» a zo blaz ar galleg gantañ, a soñj din...

Mont a reomp pelloc'hig. Perak ne vefe ket implijet gerioù seurt-se (e galleg, lakomp)? Doareoù all a veze d'ober gant ar bugale. Da skouer, klevet e veze alies:

«Hemañ zo gwaz»! (d'eur paotrig).

Dre ar gerioù-se e teufe lorc'h din , fiziañs da vezañ anavezet gant an dud a oad (labourerien-douar...), fiziañs da vezañ war an hent mat, d.l.e dont da vezañ braz tamm ha tamm...Mod-se ha dre traoù munut - da skouer, tammoù sikour a-netra goulennet digant ar paotrig - e veze «lâret» ar garantez, e veze doujet ouzh ar baotredigoù...Hag evit ar merc"hedigoù? Ne ouian ket! Dezhe da desteni....


Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?