Tro dro da Ziwan : an Oaled, DABU ha DARE, gouren, melldroad, Ai'ta, Gast...

Chronique publié le 1/01/18 12:44 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/43/43974/43974_1.jpg
An DABU e brezhoneg : an diplom a zo da gaout en galleg... hag e brezhoneg, yezh nemeti aotreet evit an diplom evit ar poent !

27vet pennad war istor Diwan, hag an nerzh oa bet degaset gant ar skolioù e-barzh mogerioù ar skol met ivez en diavaez, gant tud bet e Diwan o lakaat o youl da vroudañ ha da vrudañ sportoù ha mennozhioù...

« Kumuniezh oberiant » a vez graet eus strolladoù tud a gomz brezhoneg ‘maez ar skol. Pa oa bet krouet Diwan e oa bet prenet ur greizenn vakañsoù buan-tre war-lerc’h, An Oaled e Treglonou evit gallout stummañ ar skolaerien, degemer stajoù brezhoneg ha kreizennoù vakañsoù. Ha tamm-ha- tamm, un tammig e pep lec’h e Breizh, e vez bugale o vakañsiñ e brezhoneg, war o zro buhezourien gant stummadurioù Stad e brezhoneg penn da benn.

Buhezourien, renerien, ha bugale

700 bugel a ya da vakañsiñ bep bloaz e brezhoneg. E Treglonou, er Chapel Nevez, er Pouldu, e Redon... Gant buhezourien o tont evit lod anezho eus Diwan, prest da gemer bugale e-karg e-pad ur sizhunvezh, evit surfiñ, kaiakiñ, ober c’hoariva, dañsoù, labour-dorn... Ret e oa aozañ pep tra : ar c’heriaoueg, an danvez stummañ. Dre chañs e oa aet plaen an traoù gant an UBAPAR ha renerezh Yaouankiz ha Sportoù a-drugarez d’an dilennidi mennet ha d’ar rener Pierre Garrec.

Sportoù : gouren, melldroad, redek... ha kevredigezhioù stourm

Gouren e brezhoneg a seblant bezañ orin, met n’eo ket ken aes se. E lec’hioù zo e vez graet, evel e Karaez pe er Faoued.

Evit pezh eo ar velldroad ez eus bet savet e bro Leon strolladoù a gomz brezhoneg hepken.

Gant Ai’ta pe Gast e vez ur bern tud yaouank o tont eus Diwan : plijadur a vez o prientiñ abadennoù, gouelioù, prantadoù preder e brezhoneg. Degemeret e vez gallegerien ganto , met ar yezh labour a chom ar brezhoneg.

"Perak aozañ kreizennoù vakañsoù e brezhoneg ? Evit ledanaat tachenn ar brezhoneg : ar skol, ar familh, hag an aozadurioù dudi eo teir zachenn buhez sokial ar vugale. War an teir zachenn-se e rank ar brezhoneg c'hoari."

"Evit sachañ ar yezh er-maez eus ar skol ha diskouez d'ar vugale na gomzont ket brezhoneg er gêr eo ar yezh-se ouzhpenn  yezh ar skol. (...) Evit kaout plijadur e brezhoneg. Ne vo ket adperc'hennet ar yezh ma n'eo ket stag ouzh ar blijadur ! (...) Evit kinnig d'ar re yaouank a fell dezho ober gant ar brezhoneg un dachenn labour, darempredoù ha plijadur e lec'hioù ma c'hellont amprouiñ o yezh."


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.