Arouezius eo bet miz Gwengolo eus emzalc'h ar Stad C'hall a-enep ar brezhoneg hag ar vrezhonegerien. Lakaet eo bet Diwan diaes pa 'z eo bet lemmet degadoù a bostoù labour skoazellet, difennet eo bet d'ur familh reiñ un anv brezhoneg d'o vugel, ha bremañ e tougen klemm prefed rannvro Breizh a-enep strollad Ai'ta!
Oberennoù arouezel a oa bet kaset da benn gant ar strollad e-kerz an hañv war vord an hentoù tizh meret evit goulenn ma vefe e brezhoneg ivez ar panelloù. Kemen-se a oa bet raktreset koulskoude er c'henemglev bet sinet etre ar Stad ha Rannvro Breizh e miz Here 2015. Daou vloaz goude n'eus bet cheñchet netra... Rebechet e vez neuze gant ar Stad diganeomp goulenn e vefe lakaet e-pleustr an dibaboù kemeret ganti. Souezhusañ tra!
Embann a reomp amañ al lizher digor kaset hiziv da prefed rannvro Breizh evit respont d'al lizher en deus kaset deomp da gelaouiñ ac'hanomp eus ar c'hlemm a-enep hor strollad. Reiñ a reomp da c'houzout e vo aozet oberennoù all ganeomp ma n'eus araokadenn ebet.
■