Lenn ha skrivañ e brezhoneg hiziv : piv a ra ?

Chronique publié le 8/10/17 22:14 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/43/43212/43212_1.jpg
Priz ar Yaouankiz, Gwened 2016

15vet pennad war istor Diwan, diwar an ezhommoù lenn a oa e penn kentañ ar skolioù, hag ar pezh a zo bremañ evit reiñ c'hoant da lenn ha da skrivañ ul lennegezh e brezhoneg.

Lenn ha skrivañ e brezhoneg hiziv 

E penn-kentañ ar skolioù Diwan e oa bet krouet buan a-walc’h ti-embann An Here, gant Martial Menard ha Daniel an Doujet. Mod-se oa bet e pep skol Diwan, gourc’hemennet dre ret, ur bern levrioù e brezhoneg : troidigezhioù dreist-holl, bannoù treset, albomoù evel Spot pe Gatell Skubell... Siwazh e oa aet an Here d’ar strad, erlec’hiet tamm-ha-tamm gan Keit Vim Bev, Bannoù Heol,... ha TES a embann kalzig a levrioù skol ha dudi digoust evit ar skolioù.

Hag al lennerien ?

Siwazh eo al lenn e brezhoneg afer ar skol muioc’h eget afer an ti. Ne vez ket prenet kalz levrioù gant ar familhoù. Neuze, ne c’hellfe ket al lenn e brezhoneg mont er-maez eus ar skol ? Koulskoude hiziv an deiz e vez tud a skriv ingal evit ar re yaouank evel Jakez Erwan Mouton, Mai Ewen, hag un 50 bennak a dud a vez o krouiñ istorioù nevez e brezhoneg. Dont a ra ar gudenn eus ar re deuet ivez : ar gelennerien hag ar skolaerien n’int ket holl lennerien, nag er c’hentañ nag en eil derez. Un enklask a ziskoueze koulskoude e lakae kelennerien ar skolajoù hag al lise Anjela Duval, ha Mich Beyer e penn o levrioù muiañ-karet e 2015.

Prizioù, koñkourioù evit broudañ al lenn ?

Lenn ha dudi, Priz ar Yaouankiz ganet e 2004, Priz ar Vugale abaoe 2008, Priz ar bannoù treset, koñkourioù danevelloù Redon, Karaez … : anat e ra berzh ar c'hoñkourioù lennerien ha skrivagnerien, gant mil a vugale hag a dud yaouank o votiñ evit o levr muiañ-karet. Levrioù berr,skeudennet brav, maketennet brav. Abaoe pevar bloaz ez eus tu da selaou an istorioù gant un enrolladenn evit ar re CE/CM a-drugarez da labour vrav Sten Charbonneau asambles gant kevredigezh féa ha Keit Vimp Bev.

Er c’hlasoù e vez gwelet neuze lennerien yaouank ampart, gouest da zifenn o levr, gant ur varregezh lenn don ha plijus. Perak ne gendalc’hfe ket goude, e fin ar skolaj ? Gwasket e vefe al lennerien gant an niver a levrioù, romantoù gallek ha saoznek, pe levrioù ha na glotont ket gant ar pezh a c'hortozont ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 7 ?