Bev-buhezek ar sonerezh e kalon ar vro !
Chronique publié le 16/09/17 12:05 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:0
Ur video dirak ur siminal, gant danserien polka ha pevar soner, violoñs, gourvioloñs ha tamboulinoù...
Piv n'en deus ket gwelet ar c'houblad Dour-Pottier war leurennoù Vreizh ? E pep lec'h emaint, gant meur a strollad, gant Nolwenn Korbell, amañ gant tud a oa dija e strolladoù all, an tambouliner Antonin Volson, da skouer.
Gant ma vo atav kement a awen ganto, o lakaat an dañs da vout brav, ar selaouerien da vout souezhet, an danserien en o aes, hag an arvesterien bamet !
■