Prest evit ar redadeg ? Poent eo komañs da brientiñ neuze !

Chronique publié le 16/09/17 9:38 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

A-drugarez da Drigone Productions ha d'ar Redadeg oa bet savet ar film plijus-tre-mañ. Peadra d'en em soñjal, a-raok prientiñ an dekvet bloavezh Redadeg...

Raktresoù e leiz, tud mennet e pep bro, kanaouennoù ha filmoù savet, ticheurtoù brav, tud yaouank asambles gant ar re gozh, tout an dud war an hent evit ar brezhoneg. Simpl e oa ar mennozh met ret e oa bout foll evit skipailh ar re gentañ evit krediñ ober ar pezh ne c'helle ket lakaat e plas ur bern tud dipitet gant brezhoneg ar re yaouank, dipitet gant ar Stad, ar bolitikerien, ar ... Estreget bleñjal a zo, ha setu neuze erru poent da brepariñ ho ticheurt nevez, da bleustriñ, da vont da werzhañ kilometradoù, da aozañ abadennoù war an hent, da gemer ho kamera evit filmañ skeudennoù prizius a lakao tud ho pro da sevel a-du gant un dra simpl, un dra reiz, un dra just : komz brezhoneg e Breizh !

evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 0 ?