Evit lenn, skrivañ, krouiñ, tresañ e brezhoneg

Annonce publié le 5/09/17 12:03 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/42/42971/42971_1.jpg
Disoc'hoù PAZV ha PAY 2017

Priz ar Vugale, Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg bannoù treset, kenstrivadeg haiku : lakait hoc'h anv !

11 vet Priz ar Vugale ha 15 vet Priz ar Yaouankiz : trec'h e oa bet e 2017 peder skrivagnerez. Annie Coz, Marie France Castric, Fanny Chauffin, Mai Ewen... Ur cheñchamant e lennegezh evit ar yaouankiz ?

Marteze e vo disheñvel 'benn bloaz gant levrioù skrivet gant Paskal Hervio, Yann Fanch Jacq, Maina Mallejac, Gwenn Hadu, Maiwen, Serj Richard, liseidi Lann er ster...

Neuze evit an holl skrivagnerien, haikerien, skolaerien, kelennerien... Lakait hoc'h anv, krogit da labourat. An haiku a blij deoc'h ? Tem ar wezenn a vo ar bloaz-mañ. Gwelloc'h eo deoc'h sevel bannoù treset ? Tem Kembre, bro pedet b'an Oriant e miz Eost 2018 a vo. Gwelloc'h eo deoc'h skrivañ istorioù ? Kasit ur skrid 12000 sin da afea.laposte.net evit Priz ar vugale pe ur skrid 40 000 sin evit Priz ar Yaouankiz. Mat e vefe d'an aozerien kaout skridoù doare heroic fantasy, thriller pe c'hoazh «romant roz»...

Gwelloc'h eo deoc'h studiañ tri levr e skolaj pe el lise ? Kasit keloù da Geit Vimp Bev pe da fea hag e vo roet deoc'h al levrioù brav ha embannet a-neve e gouel al levrioù Karaez !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 9 ?