Nerzh krouiñ ha live yezh

Chronique publié le 31/07/17 10:51 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/42/42777/42777_1.jpg
C'hwi a gano, serienn twebtv kroueet gant liseidi bet e Diwan

Pa vez savet barzhonegoù e brezhoneg gant bugale e vez gwelet buan ne c'heller sevel barzhoneg ebet ma n'eus ket ul live yezh dereat a-walc'h. Ma vez ret kemer ur geriadur, goulenn digant ar c'helenner bep eil munutenn ur ger a vank… Pa vez kontet ur gontadenn hep deskiñ an destenn e sav kudennoù ivez : penaos implijout meur a stumm evit sevel (h)e frazennoù ?

Barregezhioù yezh e lise Diwan

Anat e reont fizik, skiantoù ar vuhez, matematikoù e brezhoneg, ha brav eo an disoc'hoù er vachelouriezh. Tapet an AKED, diplom diabarzh Diwan, aes a-walc'h ganto. Mat-kenañ e vez an notennoù yezh er vachelouriezh. Met pa vez goulennet ganto sevel frazennoù simpl evel « savet ez eus bet ur skol etre div wezenn. », pe c'hoazh « bep mintin p'am bez naon e tebran daou aval » e vez 80 % anezho oc'h ober fazioù (« div aval », « daou gwez », « pa 'm eus naon »…). Abalamour da betra ? Re ziaes dezho ar c'heriaoueg pemdez ? Diouer a vrezhoneg er gevredigezh, er gêr hag etre mignoned ? Live ar gelennerien ?

Beajourien liesyezhek

Koulskoude int gouest da lenn, da gompren, da eskemm, ha tapet gant kalzig anezho al live B2, C1. Neuze, petra a vank dezho ? Ma vefe brasoc'h plas ar brezhoneg er programmoù ofisiel, ha goulennet ul live uheloc'h er vachelouriezh evit an holl yezhoù er rummad «yezh vev 2» e vefe gwelloc'h o live brezhoneg. E bro Euskadi e vez gouestlet pemp eurvezh kelenn d'an euskareg en eilvet klas, er c'hentañ klas hag er c'hlas termen. Ur skouer da heuliañ ?

Mod all, splann eo o barregezh yezh: beajiñ a reont kalz hag en o aez e vezont evit deskiñ ur pedervet yezh, ur pempvet, quechuaeg, mongoleg, swedeg...

« Despicable oa fromus, an hini drouk hag a cheñch kalon gant karantez evid e 3 verc'h. :) Sinon, tu peux toujours pellkargañ Teach Yer-self German. Can't ye ?»

(skrivet war ur rouedad sokial gant ul lisead)

Ar pennad enrollet : hini bugale a skriv haiku e brezhoneg, un doare interessant-tre da welet live yezh ar vugale hag al liamm gant ar c'hrouiñ (a vez studiet kalz e Bro Euskadi evit ar c'hontadennoù hag ar bertsu). Un dachenn labour 'benn bloaz evit ar skolaerien o dije c'hoant mont pelloc'h ? Klaskit titouroù o skrivañ da afea@laposte.net


Vos commentaires :
yan
Jeudi 26 décembre 2024
Penaos sevel, «krouiñ», en ur yezh na vestronier ket ?
Pand eo deuet «N'eus ket nemet» da vezañ war un dro «il n'y a que» ha «il n'y a pas que» ?
« tapet gant kalzig anezho al live B2, C1» : C1 gant an holl a vefe dleet, ha C2 zoken mar befe savet arnodennoù a-zoare.
Nend int kablus : an dud deuet tro-dro dezhe ne lavaran ket. Ha ma vefe diskouezet ed eo un dra dalvoudus, talvoudus a-walc'h da vont pelloc'h eget ar «brezhoneg mat a-walc'h»...

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 1 ?