Pedagogiezh Diwan : petra eo ?

Chronique publié le 2/07/17 22:20 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/42/42542/42542_1.jpg
Niver a skolidi e pep rummad etre skol vamm ha lise
(345 vues)

« Pedagogiezh Diwan »: petra eo ?

Distro-skol 2016

Diwan zo enni 54 skol Diwan kentañ derez, 6 skolaj, ul lise e Karaez, 4 242 skoliad, ur burzhud hag un niver bihan-kenañ war un dro, pa soñjer ez eo 1 % eus ar boblañs skol e Breizh. 250 den o labourat bemdez (kelennerien, skolaerien, ATSEM, 700 kelenner brezhoneg e Breizh. Deuet eo Diwan da vout un embregerezh rannvroel gant ur sez melestradurel e Landerne, hag ur greizenn -stummañ evit ar c’hentañ hag an eil derez e Kemper, « Kelenn ».

Abaoe 40 vloaz e chom karta Diwan talvoudus-tre evit kompren diazezoù ar gevredigezh ganet abalamour « da vankoù an Deskadurezh Stad na ro ket e blas d’ar brezhoneg ».

Lavaret ho peus « pedagogiezh » ?

N’eus ket « ur » bedagogiezh a vefe hini Diwan. Ar sistem « D », hini Diwan ? Ar bugel e kreiz ar c’helenn, gant sistem ar soubidigezh an hini eo : ger ebet e galleg d’ar bugel e skol vamm, ha tamm ha tamm e vez kelennet ar galleg dezhañ, goude bout desket lenn e brezhoneg, o toujañ ouzh programoù ofisiel bro C’hall evit an holl zanvezioù kelennet. E klasoù ‘zo e vez tud a gelenn mod Montessori pe Freinet, met pep skolaer a zo dieub da ren ar c’hlas e giz e faot dezhañ pe dezhi, o toujañ ouzh ezhommoù pep bugel.

Pedagogiezh ha soubidigezh : kizidik...

Penaos lakaat bugale a gomz galleg er gêr, galleg er-maez eus ar skol gant an holl dud, da breg brezhoneg hepken er c’hlas, war ar porzh ? Tabutoù a vez e-touez tud Diwan war ar poent-se abaoe pell. Rediañ ? Reiñ c’hoant ? Kevratoù gant ar vugale, laosket dieub da gomz ar yezh o deus c’hoant war ar porzh, kalonekaat da c’hoari e brezhoneg gant buhezourien deuet da sikour evel e bro Euskadi gant animatourien sport ha bertsu ?

«N'eo ket ar soubidigezh, evidon, ur bedagogiezh. Ur benveg evit kelenn ur yezh eo. Sikour a ra ar skolidi d'en em lakaat e-barzh met n'eo ket trawalc'h. Mod-all tout an dud hag a gomz brezhoneg a c'hellfe kelenn ! Kelenn da vugale ur yezh hag a zo peurvuiañ ur yezh na vez ket komzet er gêr a c'houlenn, a seblant din, ur bedagogiezh kemplesoc'h eget ar soubidigezh nemetken.» (ul lisead Diwan aterset e 2014)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 1 ?