Marvailhoù, Marijejeb, karr nij low cost...

Chronique publié le 10/04/17 11:11 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

C'hoarzhadegoù zo bet disul e sal vihan Pondi : met pelec'h emañ ar gonterien ?

Poent eo aozañ ur gwir bolitikerezh evit kalonekaat an dud a ra war dro konchennoù Breizh er vro.

Evit ar c'hallaoueg, kudenn ebet ; dek konter, ur yezh yac'h gante, ar c'hoant da c'hoarzhin, hag an arz dre gomz-mañ kalonekaet abaoe bloavezhioù e Redon gant «la bogue d'or», gant konterien brudet evel Albert Poulain, Doue d'e bardono, pe P'tit Louis, pe ur bern tud all c'hoazh.

Evit ar brezhoneg avat, eo a-bouez e vefe e pep skol bugale konterien, konterien o tremen (tud yaouank evel Awen Plougoulm, pe Erwan Hemeury, pe ...), met n'eus ket a-walc'h. Aze n'eo ket desket ar yezh, met adimplijet, en un doare disheñvel bewech, o tennañ gounit eus al lec'h hag eus an dud.

Ar re gozh o deus da zreuskas ur yezh vev ha pinvidik, d'ar re yaouank d'ober gant ar yezh o deus, gant ar c'hoant da strobinellañ daoulagad ha spered an arvesterien. «Ar pobloù hep istorioù a zo kondaonet d'ar marv» a lâre unan bennak...

Trugarez eta d'an eizh bugel eus skol Diwan Kemperle ha d'an daou gonter eus bro Melrand hag eus bro Leon o doa lakaet ar sal da c'hoarzhin, ha da lakaat bugale ha tud kozh da vevañ ur pennadig prizius asambles.

Konterien ha kontadennoù (e urzh ar video)

- Lila, Soig, Nina hag Eloise : ar sorserez vor (bro Skos)

- Youenn ha Tristan : forest an Heddad (Norvejia)

- Gurvan : ar graonenn galvez (Norvejia)

- Ulrik : galetezenn ar Roue (Ijinet gantañ)

- Marc Paugam : ar c'harr nij low cost

- Raymond Le Ruyet : Marijejeb hag an eskob


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 6 ?