Kinniget e teir yezh, ar brezegenn a zo bet dec'h e lise Karaez a ziskoueze penaos 500 skoliad euskarad ha breizhad a rae evit deskiñ.
Labour klaskerien Donostia a oa dielfennañ 500 goulennaoueg gant respontoù tud yaouank, en eil derez (250 e Breizh, 250 e Euskadi). Petra a lakae anezho da zeskiñ ? Al labour a-stroll ? Ar fed bout selaouet gant ar c'helenner ? Ar fed kaout notennoù vat ?
A-benn ar fin n'eo ket gwall zisheñvel an div vro : disoc'hoù mat kenañ war ar skeul Pisa, ur blijadur da vont d'ar skol (66 % laouen da vont d'ar skol e Breizh, 53% e bro Euskadi), buhez a stroll ha kenlabour efedus... Ar pezh a ya a-dreuz neuze ? Re nebeut a vrezhoneg implijet ganto, ha re a c'hoarioù video evit krennarded Breizh (22,8 % e Breizh, 16 % e bro Euskadi), c'hoant o deus e vefe komzet diwar benn ar «vuhez gwir», lenn keleier war Internet ha bannoù treset ...
Ar fent implijet gant ar gelennerien a blij dezho ivez, ha bout kalonekaet ingal : « benn ar fin», a lavare Beatris, troourez kastilhaneg-brezhoneg «a-drugarez da Beillo e welomp n'eo ket fall al labour graet gant Diwan, daoust d'ar skuizhder, d'ar fed n'eo ket aes bemdez. Trugarez ! ».
Hag ar c'hlasker euskarad da gervel an dud evit ur c'henlabour Euskadi-Breizh evit kenderc'hel gant ar pezh oa bet kroget : studiañ emzalc'h ha doareoù labourat ar re yaouank skoliatet e yezhoù minorelaet Europa.
■