Dilennidi hag ar redadeg : un dihun ?

Compte rendu publié le 8/05/16 9:32 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

E bro Kemperle, ur c'hilometr war dri a oa bet prenet gant dilennidi ar vro

Pevar c'hilometr gant Kemper Kumuniezhoù, ur c'hilometr gant dilennidi ar gomision sevenadur e KK, daou gant ti-kêr Molan, un gant ti-kêr Mellag, un gant ti-kêr Kerien, ur c'hilometr gant ti-kêr an Treou ivez, da lavarout eo 10 war 30 km graet etre Rosporden ha Kemperle.

Petra dalv neuze ? Ouzhpenn un arrouez eo : merc'hed dreist-holl (Fabienne, Elina, Nolwenn), an dilennidi-mañ a zo yaouank, prest da gregiñ ganti ha da redek ivez.

Evit prezidant ar gumuniezh, ha maer Rieg, Sebastien Miossec, anat e oa, peogwir e oa bet, a-raok bout politiker, prezidant kelc'h keltiek Rieg a zo brudet-tre. Evit ar re all, eo kredapl ivez labour ar c'hevredigezhioù, labour ar skolioù divyezhek ha labour ar stourmerien evit ar brezhoneg. Pevar anezho o doa desket brezhoneg e kentelioù noz ivez.

Teodoù fall e Lokoal disadorn a lâre ivez, e oa an diouer a stêr a zo bremañ gant ar strolladoù politikel a lake an dilennidi da glask ur skeudenn yaouankoc'h, gant muioc'h a startijenn. Marteze, met evit ar poent e seblant bout un dra vat evit dazont ar yezh er vro. Da heuliañ a dost, neuze.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 2 ?