Banaleg : too much !

Compte rendu publié le 7/05/16 8:39 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

E hanternoz e bourc'h Banaleg e oa ur mor a dud gant bugale, kerent, stourmerien, tud souezhet da welet un dra dreistordinal o tremen e kreiz ar vro : ar redadeg !

50 mn dale oa gant ar redadeg e Rosporden. Ne vern : tud oa o c'hoarzhin, o kanañ, o tiskouez ur moto kozh, ur gwiskamant pa oa tud ar surentez o tisplegañ penaos ober gant ar vugale tuchant e Banaleg. Ar re yaouank bet e memes skolaj oc'h eskemm, o farsal...

Ha setu, e-pad teir eurvezh, tud a-dreñv ar c'hamion o strivañ, o redek «evit ar brezhoneg», sportourien, maouezed ha tud koshoc'h diaes gante a-wechoù da heuliañ ul lusk ken fonnus, met ret e oa d'ar blenier diwall, a-dreñv ar c'hamion mezeien a oa prest gant an «defibrillateur»... Met ne oa ket bet implijet, dre voneur !

Hag e Banaleg bugale e leiz, e pad kazi tri c'hilometr, laouen, leun a nerzh hag a startijenn, ur mousc'hoarzh war genoù an holl. Ha neuze, perak e oant o redek holl asambles ? «Evit ar brezhoneg», evit ar spered a-stroll, evit ur bed a zouj ouzh ar yezhoù bihan, ouzh tud ar vro !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 7 ?