Pevar lamm hag avel foll !

Communiqué de presse publié le 11/11/15 13:35 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Strolladoù a vez ingal e Breizh, met ur strollad gant uillean pipe, ur soner bombard ken barrek, hag ur ganerez liesyezhek, n'eus ket kement-se !

«Pevarlamm» oa anv ar bladenn gentañ, deuet da vout anv ar strollad. Ha gwir eo, galoupat a reont, ar c'hezeg-mañ : sonerezh etrekeltiek da vat, etre Galisia hag Iwerzhon, tonioù ha kanaouennoù kompozet gant ar mestr soner : Konogan an Habask. Goude «Startijenn», goude meur a fest-noz gant e gomper Youenn Chapalain, deuet eo ar paotr yaouank da gontañ e touez ar sonerien wellañ eus e remziad ! Gant ma vint sellet ha klevet e pep lec'h, festival, amañ hag a-hont, e pemp korn ar vro, ha pelloc'h c'hoazh !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?