Ur hir a sarpant e Naoned, evit un devezh hep e bar

Compte rendu publié le 1/10/14 16:55 dans La réunification par Yann Lukaz pour Yann Lukaz

Goude prezegennoù bolitikel e'z aio ur wagenn nerzhus o vale e-pad un eur hanter e straejoù Naoned.

Adunvaniñ Breizh!

Ar wech kentañ eo ma kemere BAS (Bodadeg ar Sonerion) perzh d'ur vanifestadeg mod-se.

War-dro 400 soner a oa e penn an dibunadeg, e kreizig-kêr an Naoned. Pa ouzer live teknikel ar baotred-se (ha merc'hed ivez) n'eo ket diaes ijinañ pegen ral ha prizius oa an devezh-se da zivskouarn an holl. Ma vefent manifestourien pe tudoù o pourmen trankilik dre straedoù an Naoned.

Daoust n'edo ket kalz a Naonediz e kreiz-kêr – soñjit'ta : un dibenn-sizhun heolek ha dao !...ouzh an draezhenn, war vord ar mor diouzhtu! Pe c'hoazh, disadorn, devezh ar prenachoù : boued evit ar sizhun, danvez evit an distro-skol,…ha me oar-me ! -, e oa dedennus sellout pizh ouzh den pe zen, chomet a-sav o tizoloiñ ur sarpant ken digustum, peoc'hus ha nerzhus.

Setu div vaouez, an eil brav-zu he kroc'hen, eben gwisket e mod broioù-izlam. Petra a soñj dezhe ? Ne ouzon ket. Staget eo o daoulagad ouzh ar sonerion, mut int !

Div wezh brasoc'h evit manifestadeg miz Ebrel 2014 eo hini miz Gwengolo 2014, war a lârer. Ar pezh zo gwir.

E dibenn an abardaez, pa oa an dibunadeg distroet da blasenn an « Holland-vihan » (place de la petite Hollande) e oa aozet un abadenn gant kanerion ha muzisianed all.

Setu Gwenynn, Stivell ! Setu Clarisse Lavanant o kanañ Moustaki e brezhoneg : kement flour ar vouez hag ar pozioù. Ha bravoc'h eget biskoazh…Gilles Servat: An Erminig wenn ! Setu ar c'halonoù o tridal, ar banielloù o fiñval hag o strakal ! Pebezh nerzh ! Pebezh joa digant an holl !

Evit ar mor a dud-se n'eus ur pal nemetken: ADUNVANIÑ AR VRO! Setu, erfin, DJ Blue, oc'h ober e jeu gant binviji elektronek, ur sae gwenn-ha-du vodern dezhi.

Pa weler maouezed yaouank, plac'hed o reiñ buhez da zazont hor bro, e c'heller kaout fiziañs.

Ur feson nevez d'ober politikerezh eo. N'eus nemet Breizh hag a zo gouestl d'ober-se ! Kazetennerion, politikourien e Pariz pe e Breizh, pe e lec'h all e Frañs, m'a z'eo tomm o kalon ouzh an demokratelezh, ma'z'eo lemm o spered, a c'hello hag a dleo kompren an devezh-se.

Breizh a fell dezhi bevañ!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 7 ?