Oferenn e brezhoneg e Naoned

Annonce publié le 5/12/23 10:10 dans Religion par Jean Raynaudon pour J.R.
t:1
https://abp.bzh/thumbs/58/58913/58913_1.jpg

Evel bep bloaz e vo un oferenn e brezhoneg penn-da-benn e Naoned . Lidet e vo d'ar gwener 22 a viz kerzu da 7eur g-m : un oferenn da vare Nedeleg e vo. Daou veleg brezhoneger eus eskopti Naoned a laro an oferenn : Benoit Luquiau ha Guillaume Ar Floc'h .

Ar bloaz-mañ eo en iliz Santez Anna e vo lidet .An iliz-mañ a zo en ur c'harter e lec'h a zo en em gavet kalz a vrezhonegerien deuet eus Breizh-izel da labourat e Naoned. N'eus ket re bell zo ne oa ket rouez klevout brezhoneg war an hent. Deuit niverus enta.


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024
Gwelloc'h eo kompren ar pezh a vez lavaret e-pad an Oferenn. Anat eo. Koulskoude ez eus moaien kompren ar pezh a c'hoarvez hep kompren an holl gomzoù. Soñjal a ra din ez eo re «gefredour» (intellectuel) an Oferenn giz Paol VI. Re a gomzoù en holl. Kontet em eus 436 prefas disheñvel er misal nevez ha pevarzek Pedenn-veur ! En oferenn giz sant Pi V n'eus nemet ur bedenn veur, atav ar memes hini, evit ar memes sakrifis. Eeunoc'h eo. Ha n'eo ket dav kompren an holl gomzoù. Lezel ar mister da zont e sioulder hor c'halon pa glevomp komzoù sakr ar beleg e latin, a zo evel yezh an Neñvoù. Ar yezh etrefas etre an Douar hag an Neñv.
Notomp ivez eo un dra nevez a-walc'h giz misaloù evit ar fideled. Gwechall, en XIXvet kd an dud n'o doa misal ebet. Forzh penaos ar braz anezho ne ouient ket lenn. D'an iliz ez aent da selaou yezh hud an Iliz, al latin, hag o c'halon a gomprene ar pezh e oa prest da zegemer, harpet gant o c'hatekiz ha sarmonioù an oferenner.
Ha petra eo dav ober e-pad an Oferenn a-benn ar fin ? Atav ar memestra, setu n'eo ket diaes. Goulenn pardon evit hor pec'hedoù (en oferenn latin e vez dibunet teir gwech ar c'honfiteor, hag ar C'hyrie zo ivez) evit bezañ e stad da selaou mat Komzoù Doue (Istor Santel lennadenn an Testamant Kozh, hag ar pennad Aviel a veneg en oferenn latin kalz muioc'h a vurzhudoù eget en hini ordinal), meveriañ anezho gant sikour an homelienn. Diskleriañ hor feiz dre ar Gredo (na pa ve ken lavarout aze da Zoue e fell deor bezañ fidel d'E lezenn a garantez, tra-walc'h eo !), ha neuze azeuliñ Jezuz p'en em ro deomp dre sakrifis ha sakramant an aoter, disammañ hon askre diouzh ar bec'hioù a samm hor c'halonoù a sizhun da sizhun - evel tennañ e alan eo a-benn ar fin, pouezusañ prantad ar sizhun, pa ro deomp an nerzh, gras Jezuz, hini ar Spered santel, da genderc'hel gant hor buhez - ha trugarekaat. Kement-se holl, pa ouezer e gatekiz un tamm bennak, n'eo ket dav kompren a bezh yezh an Oferenn, evit ma rafe ur vad dreist deomp.
Met pa welan an dud a ya d'an Oferenn, ha pa vije en hor yezh, 'm eus aon, re alies ez eo diwar-c'horre an traoù-se en oferenn er mod ordinal. Kalz muioc'h em jeu en em gavan en oferenn latin, na pa ve ken dre ma c'hellan azeuliñ war benn va daoulin ha ma resevan va Salver war va zeod en ur serriñ va daoulagad gant ar brasañ devosïon. Komuniañ en e sav ha gant en e zorn, din-me n'eo ket ar memestra, tamm ebet, ha pa vije e brezhoneg. Gwelloc'h ganin neuze resev va Doue e latin, daoulinet ha war va zeod. Petra 'ri ?!
1

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.