Naoned : merc'hed e penn ar stourm ?

Communiqué de presse publié le 28/09/14 1:22 dans La réunification par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Aze e oant holl : Alan Stivell, Servat, dilennidi mennet, Clarisse Lavanant, Stephanie Stoll...

O kregiñ gant prezegenn Stephanie, e anv Kevre Breizh e oa un avel nevez o c'hwezhañ e bed ar stourmerien evit Breizh pemp departamant, ur vazh test roet d'ar remziad yaouankoc'h gant ar stourmerien a-gozh, laouen da welout tud o kenderc'hel. 30 000 den hervez an aozerien, 12 000 hervez ar polis gant he vinskaskell o treiñ disehan, gant he c'hantadoù CRS o c'hortoz distruj, reuz ha cholori.

Met sioul e oa chomet an traoù. Tud deuet, en o sav, o c'houlenn an demokratelezh, ar geodediz, ar gwir da vout ur vro selaouet gant ar pennoù bras, o tamall da gement politikour(ez) er vro (h)e ziseblanted, o c'hortoz e vefe un devezh bennak doujet ouzh c'hoantoù an dud, evit ur vro yac'h, gouest da verañ he flanedenn, ' giz oa bet lavaret gant Stephanie Stoll en un doare politikel kenañ, ha gant Clarisse Lavanant gant un doare barzhoniel e fin ar vanifestadeg : «O Keltia...»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 4 ?