Douget gant 1500 reder, setu an destenn savet gant Lleuwen, ar rederez pemdeziek
Ar Redadeg Pemdeziek
Karaez
a blij dezhi dihuniñ abred
Ar glav
mesket gant ma alan
ouzh ar werenn
ar gouloù deiz
Karaez
he livioù a red
a-dreuz ar prenestr :
Ur c'hazh gwenn o treuziñ an hent
Ar baraer o tigeriñ e stal
Ur plac'h yaouank o tont en-dro
eus un nozvezh karantez all
al leonad kozh ' n ur c'hwitellat
a gas e gi da gac'hat
hag ar paourkaezh klasker bara
'ya da glask e voued er marc'had
Hag em ranndi klet
ma dousig -
e gousk c'hoazh ouzh e groc'hen -
o roc'hal ha tiroc'hal
troioù kaer
hunvreoù kuzh.
Pokat a ran d'e dal
“Aet on ma dous”
hag ur pokig all.
C'hwezh vat dour-c'hwez ur c'henavo c'hwek
Hag ez an en-dro da redek
Ma redadeg pemdeziek
Evit sioulaat
Moarvat
Ma spered
Divec'hiet
Tamm ha tamm
war an hent
Lamm ha lamm
ar galon a ren pa redan
Ma - unan
Gant nouspet den all
Ne gomzomp ket 'met
Taolioù skañv
Hon treid
A l â r traoù
War an hent talm ar botoù
war an delioù war ' r riblennoù,
talm an treid, talm ar soñjoù
talm ma spered en traoniennoù
talm al lusk a zo er gwad
lusk an avel a-dreuz ar c'hoad
lusk ar vro a zo em fenn
Lusk ar gerioù d'am c'hanaouenn
B 'ez eus tud a red evit pellaat
Tud all a red da riboulat
Tud zo a red
da v ezañ moan,
da vezañ yac'h
ha lod all c'hoazh da zistignañ .
Redek a ran me 'vit
soñjoù
gwisket gant
lizherennoù -
Gerioù
Dalc'het
Evit warc'hoazh
Gerioù da zont
goude warc'hoazh
Warc'hoazh
War hent Breizh
E koulz
deiz pe zeiz
tadou-kuñv hon tadoù-kuñv
a vo en dro deomp ivez
gant bugale hor bugale
selaou hag e klevi
o mouezhioù o chuchuiñ
dindan hon treid,
a-us d'ar pri
da viken war an hentoù
Kontadennoù
C'hoarzhadennoù -
ar vro a-bezh a gomz
d'an hini a selaou anezhi.
Pep kammed war-raok
A gas da benn an hent
Dalc'homp da vont
Buan-buan
Pelloc'h-pellañ
Dalc'homp da vont
war hon douar deomp-ni.
■