Gervel a ra Kevre Breizh d'ar stourm evit an demokratelezh europat

Communiqué de presse publié le 27/05/14 16:08 dans Cultures par Tangi Louarn pour Tangi Louarn
https://abp.bzh/thumbs/34/34108/34108_1.jpg
Représentants des organisations membres du Réseau Européen pour l'Egalité des Langues ELEN

Kevre Breizh, kevredad kevredigezhel sevenadurel Breizh, en deus kemeret perzh ar 24 a viz Mae e Valencia (Su Katalogna), en emvod Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù ELEN (European Language Equality Network).

Embannet en deus un diskleriadur degemeret a-unvouezh da vezañ kaset da gannaded nevez Europa ha d'ar Stadoù o c'houlenn ma vo savet un Unvaniezh europat doujus da liested he yezhoù hag he sevenadurioù, kenglotus gant pennaennoù gwirioù diazez an denelezh enskrivet e-barzh a Feur-emglevioù.

Kentañ plas ar Front National e Frañs en dilennadegoù europat, mard eo nec'hus-bras, ken evit kavout diskoulmoù gwirion d'an diaesterioù ekonomikel hag evit dazont gwirioù Mabden, ne ra e gwirionez nemet kas da benn broadelouriezh ar strolladoù gall dre vras, a-zehou pe a-gleiz, hag an emdro warnañ e-unan, tra ma n'eus ket bet lakaet en araok gwech ebet ar pal da sevel Europa war anaouedegezh liested he fobloù. Pa hader ar vroadelouriezh e tiwan ar vroadelouriezh.

Padal, pa vo an FN ar stroll kannaded niverusañ eus kostez ar Frañsizien, e ro Kevre Breizh da soñj e oa bet dija e miz Gwengolo 2013 ar gannaded gall ar re niverusañ e Parlamant Europa, eus Jean-Luc Mélenchon da vMarine ha Jean-Marie Le Pen, oc'h enebiñ ouzh mennad Alfonsi evit difenn liested yezhoù Europa a oa bet degemeret gant un dreistniver deus ar brasañ.

A-dal d'ar giladenn-se, diazezet war an demagogiezh hag an emdro dispi ha danjerus war-zu un identelezh vroadel ken mojennek ha ma z eo gwaskus, e verzh, daoust da-se Kevre Breizh e talc'h Breizh betek ur poent d'ar Front national.

Gant Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù, e c'halv Kevre Breizh d'ar stourm, muioc'h eget biskoazh, ha goulenn a raio da Barlamant Europa ha da holl gannaded demokratel Breizh da stourm da greñvaat Europa evit doujañ da liested hec'h izili hag evit an demokratelezh.

Pezh stag :

Diskleriadur Valencia Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù ELEN – 24 a viz Mae 2014


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 9 ?