Muioc'h a gendoujañs evit ar brezhoneg o doa republikaned 1793 eget rektor akademiezh Roazhon e 201

Communiqué de presse publié le 17/10/13 21:21 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/31/31715/31715_1.jpg
Lizher ar rektor da Bierrick Massiot

Lizher ar rektor akademiezh da MassiotEmañ ar strollad Ai'ta !, o paouez lenn al lizher bet kaset gant rektor akademiezh Roazhon, an Aotrou Michel Queré, evit respont d'ur goulenn bet savet gant an Aotrou Pierrick Massiot, prezidant kuzul-rannvro Breizh. Hemañ ziwezhañ a c'houlenne ma vefe skrivet en div yezh, brezhoneg ha galleg, sturiad ar Republik gall («Frankiz, Kevatalded, Breudeuriezh») war talbenn liseoù Breizh.

En e lizher e respont ar rektor e sav a-enep war abeg dirannadusted ar Republik gall hag eo ar galleg yezh ar Republik. Pa ya war-raok un tamm muioc'h bemdez ar brezhoneg dre ar c'helenn hag er gevredigezh. Ha pa c'heller hiziv c'hoazh adkavout dekredoù divyezhek brezhoneg-galleg, dreist-holl hini ar 14 frimaire bloavezh II (4 a viz Kerzu 1793), ne zegemer ket lod skrivañ an tri ger-se e brezhoneg. Ne seblant ket ar Republik gall bezañ aet war-raok war an dachenn-se eta !

Pediñ a reomp ac'hanoc'h da embann ho santimant d'ar rektor o skrivañ dezhañ ur postel : michel.quere@ac-rennes.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 5 ?