Alies e vez postet ar memes kemennadennoù ha pennadoù e brezhoneg hag e galleg... «Mat 'zo mat, met cheñch a ra vad» a vez lâret e brezhoneg. Setu petra 'zo kaoz e kavan welloc'h embann un tamm fablenn bet desket ganin er skol un toullad bloavezhioù 'zo... Talvoudusoc'h (hag efedusoc'h ?) 'vit komzoù hir, a gav din.
P'emaon ganti, n'on ket gant piv e oa bet skrivet ? Ma ouife unan bennaket, trugarez da lâret din ! Emgav disadorn da 3 eur eta.
Ar wenanenn hag ar gelienenn
Savet abred, ur wenanenn
A zistroe d'he c'hest laouen,
Gant ur bern mel he doa kavet,
Dre ar prajoù, war gant boked.
Ganti 'n em gav ur gelienenn
A lavar dezhi : “Penn-sodenn !
Dalc'hmat emaout o labourat
Hep na denn dit netra a vat.
Perak poaniañ evel ma rez
Evit ur rouanez didalvez ?
Ma karfez heuliañ ma c'helenn
Ha labourat evidout hepken,
Neuze 'vez ket kollet da boan !
- A gav dit, kozh trabell vihan ?
Ha petra 'dalv, me er goulenn,
Al labour na vez ket graet evit an holl ?
'Vel da gomzoù ez a da goll !”
E Breizh-Izel, e Breizh hor bro,
Ez eus koar ha mel tro-war-dro,
Koar ha mel deus ar re wellañ
Na vefent ket kollet 'vel bremañ
Ma karfe an dud, 'vel ar gwenan,
En em strollañ holl a-unan
Da labourat ar brezhoneg.
Breizhiz, gwir vreudeur galonek,
Mougomp an drouk dre ober mat,
En em skignomp holl e pep prad
Da gutuilh bleuñv ar re re gaerañ
D'ober ul labour ar gwellañ
D'ober da Vreizh kant kurunenn
Ha pa vez fuc'h er c'hozh kelien !
■