LID-DIGERIÑ AN DISKOUEZADEG "AR BREZHONEG ER POST" DISADORN - DEUIT NIVERUS !

Communiqué de presse publié le 17/01/13 20:44 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:2
https://abp.bzh/thumbs/28/28835/28835_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/28/28835/28835_2.jpg

Emañ ti-post Bear o paouez bezañ adkempennet, ha daoust d'ar goulennoù n'eo ket bet kemeret ar brezhoneg e kont. Kontant eo neuze ar strollad Ai'ta ! da bediñ ac'hanoc'h da dont disadorn adalek 11eur da lid-digeriñ an diskouezadeg “Ar brezhoneg er Post“ hag a vo dalc'het dirak ti-post Bear. En diskouezadeg-se e vo moaien da welet oberennoù arz hag a zo bet staliet nevez 'zo e ti-post Karaez.

Un doare nevez-flamm ha hardizh eo, ha reiñ a ra e blas da sevenadur ha yezh ar vro : diwar-vremañ e welo ar pratikoù panelloù divyezhek, brezhoneg – galleg, e ti-post Karaez. Pell 'zo e veze goulennet gant tud ar vro gwelet ar brezhoneg er servijoù publik-mañ, ha deuet eo an oberennoù penn-araok-se da respont d'o goulenn. Hep mar ebet e c'hallomp soñjal ez aio an divyezhegezh e-mesk luskadoù-arz pennañ ar 21añ kantved, hag e vo gwelet oberennoù evel-se a-vil-vern er vuhez foran.

Koulskoude, en tier-post all eo manet ar panelloù akademik-pitoyapl, hag e hini Bear ivez. N'eus tamm brezhoneg eno c'hoazh. E-kerzh al lid-digeriñ-mañ neuze e adlavaro ar strollad Ai'ta ! e c'hoant bras e vefe posubl lenn, klevet ha komz brezhoneg en holl dier-post... hag en holl servijoù-publik.

Aeset eo talvoudekaat ar brezhoneg ha kinnig d'ar pratikoù ober gantañ koulskoude :

- pa vez lakaet panelloù en div yezh par-ouzh-par

- pa vez lakaet war-wel an implijidi a oar brezhoneg

- pa vez kinniget d'an implijidi bezañ stummet war ar yezh

Pediñ a reomp an holl dud a fell dezhe en defe ar brezhoneg tout e blas er vuhez foran da dont ganimp disadorn e Bear, evit ma vo ledanaet skwer ti-post Karaez!


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.