Breudeur Guichen el lise : ur pezh mell souezhadenn

Compte rendu publié le 12/01/13 2:11 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
guichen.mp4

Kuzhet mat e oa bet d'an holl re yaouank ... tud «Ar Re Yaouank» just a-walc'h !

Yaou kentañ el lise. Skuizh un tamm an dud, perak aozañ ur filaj fennozh ? Ha piv eo an daou zen deuet da seniñ goude Erell hag he zelenn hag Uriell hag he violoñs ?

Stokañ a reont barzh an daouarn : «ar vreudeur Guichen !». Hag int da zañsal hardizh e-pad un eurvezh, scottish, gavotenn, ha da dommañ nozvezh trist ha gleb miz Genver.

Ur souezhadenn prientet gant Julia, ul liseadez. Aet e darempred gant ar vreudeur, war al leurenn abaoe 35 vloaz. Hag unan anezho, ar gitarour, o komz brezhoneg, hag o lavarout e teuio er maez a-benn nebeut ur bladenn gant un titr e brezhoneg «chadennoù denel», hag ur ganaouenn kanet e brezhoneg gantañ.

Peadra da vezañ laouen. Kregiñ a ra mat ar bloaz nevez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?